SUNNY LEGACY + DUBCHRONIKS
  • SUNNY LEGACY + DUBCHRONIKS

  • ROCKSTEADY - REGGAE - DUB
  • SADORN 14 A VIZ MEURZH | 9E NOZ

  • KLUB (sonadeg war-sav)

  • Ur sonadeg nevez e sal vihan ar C’hlub !

  • - Sunny Legacy, el lodenn gentañ :

    Sunny Legacy, “Hêrezh heoliek”, zo ur c’hwec’had breizhat stummet e 2015. Emañ paotred ar Mor-Bihan oc’h adenaouiñ ur flammenn rouez en deiz hiziv en o bro hag er c’hwec’hkogn. Jamaikan eo an heol hag an hêrezh zo diwar ur sonerezh birvidik deuet betek ennomp eus oadvezh aour ar sonerezh jamaikan en doa graet berzh etre 1966 ha 1972 : ar rocksteady / an early reggae.

    Bourrañ a ra ar strollad gant ar pep gwellañ eus an tonioù-se ha reiñ a ra bec’h evit adkavout son ar soul jamaikan-se er mod spisañ ma c’haller, dre un dibab tonioù klasel da (ad)ober anaoudegezh gante ha re all savet gant ar strollad. O sekred ? Ur vouezh garv ha tomm, karget a soul, korioù evit an taolioù-dasson, un daouad gitar-boud ha toumperezh reoliet-pizh hag ur gitar ouzhpenn, heuliet gant un ograou e arlivioù entarzh hag eztaloioù psikedelek un tamm !

    E 2022 e oa erru poent lezel frankiz gant o santidigezh dezhe, gant embannadur o albom kentañ Unconditional Love, un albom ennañ tonioù nevez 100%, gant 12 kenaozadenn blaz ar gwrizioù jamaikan gante.


    - DubChroniks, evit eil lodenn an abadenn :

    Goude bezañ bet 15 vloaz o seniñ evel gitarour-boud ha gitarour e strolladoù a bep seurt war al leurennoù e Bourdel, en o zouez Booboo’zzz All Stars (BacoMusic) ha Volodia, e stagas DubChroniks e 2024 gant un avantur sonerezh m’en doa kemmesket an Dub, ar Steppa, an Trip Hop hag ar Sampling, arlivet bep taol gant touchennoù Synthwave.

    An alkimiezh klevet-se a vez dubbet gant aket war-eeun war al leurenn gant kontrollerioù ha standilhonerioù. Tennañ a ra awen eus ar strolladoù o deus levezonet anezhañ evel King Tubby, Adrian Sherwood, High Tone ha kinnig a ra d’an dud tremen ur mare diles dre soubidigezh.

    Da-geñver ur gejadenn e 2024 gant ar gevredigezh Synchrone en doa bet tro da seniñ el lodenn gentañ eus ur sonadeg Drum an Bass gant Ed Solo, ur mare pouezus-kenañ hag a zegasas c’hoant dezhañ da grouiñ ur set dub sonerezh a-ratozh-kaer evit an abadenn-se. Evel-se e teuas DubChroniks war-wel, ur raktres krouet diwar un doug bras d’ar seniñ war al leurenn hag ur youl da genlodañ e sonerezh dre o arlivioù a bep seurt.

    Evit an holl
    Pad : 2e

     

  • Tarifs
    Priz unan : 8 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag an SDAY.