RADIO GAZA
  • RADIO GAZA

  • SONEREZHIOÙ ROCK, HENGOUNEL, HIP HOP EUS PALESTINA
  • SUL 14 A VIZ MEZHEVEN | 5E00

  • AÑFI

  •  
  • Son Palestina, ur vro bev ha lorc’h enni

    Radio Gaza zo muioc’h eget ur strollad  – un avantur sonerezh nerzhus krouet goude ma oa en em unanet Palestiniz donezonet-kaer eus Gaza : ar strollad rock Watar Band, ar raper Abu Joury hag ar c’haner lourennek Moneim Adwan. Asambles ez adkrouont ar c’hanaouennoù hengounel palestinat ha c’hwezhañ a reont ul lusk rock, ur ment festus hag un engouestl emsaver enne. Ouzhpenn kanañ sonennoù o douar a fell dezhe ober. Klask a reont lakaat anezhe da advevañ. An oud hag ar bouzouk zo lakaet en ur geñver gant an gitar tredan, an toserezh kozh a vez mesket gant al luskoù hip hop ; mouezh Moneim Adwan – birvidik a-wechoù, tener a-wechoù all, a laka da glevet gerioù ur bobl a nac’h an didrouz.


    Ur sonerezh varzhoniel da zañsal ha da stourm

    Toniaoueg Radio Gaza, puilh an arouezioù enni, a vesk pozioù don hag engouestlet gant luskoù lañsus. Pep pezh zo ur seurt meuleudi d’an harzerezh, d’ar vuhez, d’ar garantez ha d’ar spi. Pe e vefe eus tonioù pop rock, eus grouvoù hip hop pe e vefe eus kempennadurioù hengounel kinniget en ur mod disheñvel e ro Radio Gaza da glevet tonioù entanus m’en em gav ar from asambles gant ar galv d’ar justis.

    E miz Genver 2025 e oa bet degemeret eizh familh sonerien eus Gaza e Frañs da-geñver ar progamm PAUSE. Sed aze mennozh Skolaj Frañs hag ar gevredigezh Al Kamandjâti, ur gevredigezh hag a labour evit ma vo desket ar sonerezh da vugale balestinat, hag evit ma vo lakaet boutin ar sevenadurioù palestinat hag arab e Frañs hag er bed a-bezh.


    Moneim Adwan : Mouezh & Bouzouk
    Abu Joury : Mouezh (Raper)
    Mohammed Alhabbash : Oud
    Khamis Abushaban : Gitar-boud
    Mohammed Lomani : Gitar tredan
    Eyad Abulaila : Toumperezh & Toserezh


    Pad : 1e30

     

  • Tarifs
    Priz evit an dud deuet : 15 € / Priz bugale (- 16 vloaze) : 10 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, ar gevredigezh Frañs Palestina Kengred Kreiz-Breizh