JOHN TRAP : PAUVRE
  • JOHN TRAP : PAUVRE
    + LESNEU

  • POP ROCK, SKEUDENNOÙ
  • SADORN 30 A VIZ DU | 9E00

  • KLUB

  • SONADEG WAR-SAV

  • JOHN TRAP

    N’eus distag ebet e studio John Trap, e-kreiz Menez Are, pe nebeut-tre, ken ez eo. Daou vloavezh zo aet hebiou abaoe ma oa deuet e albom « Cinéma », un albom kaer anezhañ, ma kendalc’he ar saver pozioù, sonaozer, gant e ergerzh barzhoniel en ur bed diamzerel diwar ar maez.  Pediñ a ran ac’hanoc’h hiziv da vont gant e hent war e zouaroù nevez gant daouzek titl e albom nevez anvet « Pauvre ». Kananouennoù ma kaver e zanvez sonerezh fonnus hag e skeuliad ledan a gempennadurioù, a zo e servij ur pop-rock hunvreel, zo mesket ennañ touchennoù arnod a anavezer diouzhtu. Ha ma vez duoc’h ar sell taolet war ar bed a-wechoù ez eo evit lavaret pegen ret eo ezteuler e soñjoù hag en em garet. War al leurenn ez eus daou dotem ma tibun pegadennoù tennet eus klipoù ar soner, tresadennoù deuet eus ar godelligoù pe treset war-eeun, skeudoù o tañsal… a bep tu d’an tri arzour evit sachañ ganto an arvesterien e bed klevet tener John Trap.

    Sonerezh : John Trap, Klet Beyer
    Skoroù-gwelet : Laurent Richard

    LESNEU

    Lesneu evit Lesneven, e gêr c’henidik, ar gêr ma kavas bod Victor evit sevel ur sonerezh leun a from hag a wirionded, etre eürusted ha tristidigezh, evit achapañ amzer ur slow, douget gant e vouezh hag e sonennoù kaer (etre The Walkmen ha Beach House). Derc’hel a ra Lesneu da ren e vicher a gas anezhañ war-zu leurennoù ar festivalioù disparañ (Hent ar Rock, an Transmusicales…), en un droiad dre Frañs ha Belgia e-barzh bus Miossec, pe c’hoazh betek diventelezh ar sal Pleyel.  Evit e albom diwezhañ « Ce qui ne vient jamais vraiment », deuet er-maez e 2022, ez eo e galleg emañ Victor o soubañ gant hiraezh e romantelezh ar bloavezhioù katodek bras, kempouez en un doare reizh gant eztaolioù kaer a vremañ. Pa vo o e Karaez e c’hoario Lesneu daou-ha-daou e gomper Spip war al leurenn.

     

    Evit an holl adalek 12 vloaz.

     

  • Tarifs
    PH : 8 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag an SDAY