DISKOUEZADEG GANT PHILIPPE HERNOD
  • DISKOUEZADEG GANT PHILIPPE HERNOD

  • LUC’HSKEUDENNOÙ
  • EUS AN 3 D’AN 29 A VIZ EBREL 2026

  • HALL GLENMOR

  •  
  • Luc’hskeudenner amatour on abaoe an oad a 14 vloaz, 69 bloaz on hag e Rosporden emaon o chom.

    Dre al luc’hskeudenniñ e klaskan degas ar pezh a welan d’an dud, hag ar pezh a santan dreist-holl. Treuzfurmiñ a ran skeudennoù kriz ma benveg-luc’hskeudenniñ evel ma veze graet ganin en ur mare all, e gouloù ruz ma labourva arc’hantek;

    Evit santout ur gweledva e klaskan bezañ intret gant e istor. Gant al levrioù e vezan sikouret kalz da gavout an aergelc’h-se. Breizh zo un dachenn eus ar c’hentañ evit ober kemend-all. Enni eo puilh an istorioù, al lec’hioù kaer, ar c’hwezhioù, ar blazioù hag ar sonerezhioù.

    Eus ar re wellañ eo ma binvioù, evel-just. Met ne vern ar merk ha ne vern an teknik Pa ne vez ket ma benveg-luc’hskeudenniñ dindan ma dorn e ran gant ma fellgomzer, evel tout an dud. Krouiñ eo ar pep pouezusañ.

    N’on nemet un amatour hag embann a ran bezañ. Ma flijadur brasañ eo krouiñ luc’hskeudennoù, ha lakaat anezhe dindan ho selloù ivez. Pe e vefent mat pe e vefent fall e plij din kalz klevet pe lenn ho skridvarnoù ha kaozeal ganeoc’h pa c’hallan.. Un araez kehentiñ eo al luc’hkskeudennerezh, pe e vefe dre ar sell pe dre gomz.

    Ma’z eus ul luc’hskeudenn bennak hag a zo plijet deoc’h e c’hallit kavout keloù ac’hanon ha gwelet ma labour en e bezh, da lavaret eo 268 luc’hskeudenn, e-barzh

    www.flickr.com/photos/philippehernot/

    Lavaret a ran trugarez deoc’h da vezañ gouestlet un tamm amzer din hag emichañs em eus sachet hoc’h evezh war ma boemenn.

    Philippe Hernod

     

  • Tarifs
    GWELADENNOÙ FRANK HA DIGOUST
    Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù