PLEGENN YEC’HEDEL

Evit lakaat an erbedadennoù yec’hedel da dalvezout evit stourm ouzh emled epidemiezh ar c’horonavirus er vro e vez lakaet doareoù nevez da dalvezout evit degemer an arvesterien el Leurenn Glenmor : 
 

- Ne c’hall mont e-barzh al Leurenn Glenmor nemet an dud a wisk ur "pass sanitaire" (war-bouez ar vugale dindan 12 vloaz).

- N’eo ket ret lezel plasoù vak etre pep arvester er sal-abadennoù. Doujit, mar plij, d’an hed 1 m etre pep den, koulskoude, pa vezit o’n em ziblasañ.

- Doujit, mar plij, d’an tu tremen a zo lakaet war wel war al leur, kuit d’an dud d’en em groaziañ.



Evit degemer ac’hanoc’h gant an aozioù surentez gwellañ a-fet yec’hed :

- Ar gorreennoù a vez touchet gant an dud (dornelloù, harzelloù diri, boutonoù ar pignerezioù, ar c’hogoù er privezioù) a vez naetaet etre pep abadenn.

- Avelet e vez hor salioù bep taol etre 2 abadenn.

- Ur blakenn bleksiglas zo ouzh hor c’hontouer degemer.

- Izili hor skipailh a wisk maskloù.

- Dileizhennoù hidroalkoolek a c’hallit ober ganto en hon halloù degemer.

 

Gallout a ra an doareoù degemer cheñch hervez erbedadennoù ar gouarnamant ha hervez emdroadur an enkadenn yec’hedel. Kelaouiñ a raimp ac’hanoc’h dre hizivaat ingal hol lec’hienn Genrouedad (www.glenmor.bzh), a bedomp ac’hanoc’h da sellet outi a-raok dont.

Lenn hiroc'h...

ARVESTOÙ NULLET

Evit a sell ouzh an arvestoù nullet e c’hallit goulenn ma vo restaolet an arc’hant deoc’h, hervez an doareoù-mañ :

• BILHEDOÙ PRENET WAR-EEUN E DEGEMERVA AL LEURENN GLENMOR :
Pediñ a reomp ac’hanoc’h da zegas da zegemer al Leurenn Glenmor, pe da gas dre ar post, ho pilhed orin, un DAB (daveennoù bank) hag ar furmskrid a c’haller pellgargañ en ur glikañ amañ (pe war ur follenn baper).

• BILHEDOÙ PRENET EL LEC’HIOÙ GWERZHAÑ DIAVAEZ :
Rouedad See tickets (bet Digitick) / Rouedad Francebillet / Rouedad Ticketmaster (Leclerc, Cora, Auchan) : evit ma vo restaolet arc’hant ho pilhedoù deoc’h, kit war-eeun d’ho lec’hienn werzhañ, gant ho pilhed orin. Evit ar bilhedoù prenet war Internet e resevot ur postel a-berzh an adwerzher ma vo displeget deoc’h penaos ober.

Trugarez vras deoc’h.
Ken e viot gwelet evit bevañ asambles adarre prantadoù brav a sevenadur hag a from !

Lenn hiroc'h...

We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.