LAURENT SAVARD
  • LAURENT SAVARD
    "BAL AR BOMPERIEN"

  • ONE MAN SHOW
  • GWENER 21 A VIZ MEURZH | 8E30

  • AÑFI

  • Gant Kerrys Angels 
  •  

    E BAL AR BOMPERIEN e lakaer ar gaoz, gant fent, diwar-benn an diforc'h, hini Gabin, ur bugel aotek ha gouroberiant - bet ganet da zeiz ar bal brudet-se ha mab da Laurent Savard e-unan - hag ivez, da gentañ-penn, diwar-benn diforc’h an holl dud a gouezh war e hent. Pediatrour, psikologour, fraied… en dic’houzout dezhe pe a-enep o grad !

    « Ken kreñv ha ken fromus hag Où on va papa ?, ul levr skrivet gant Jean-Louis Fournier (…) Fentus, tener, spontus, fromus » LE MONDE

    « An one-man-show » en deus tizhet un toullad arvesterien feal hag ober a ra e reuz en tu-hont da vedig an nammidi. Lakaat a ra an dud da c’hoarzhin ha da brederiañ war an doare ma vez graet vil d’ur bugel disheñvel hag e familh d’'e heul gant hor c’hevredigezh » Magazin Déclic

    « Unan eus an arvestoù a vez lakaet ar gaoz ar muiañ warne er mare-mañ e Frañs (…) Plijet ken-ha-ken eo an one-man-show-mañ kerkent d’an arzvarnourien ha d’an arvesterien. SUD OUEST 

    « Fentus e vez bep taol, na trivlius na skrijus gwech ebet, ur gwir zisklêriadur fent salvus ! » femina.fr (Dibab Sevenadur) « Ur reizhded vamus hag ur wirionded sko. Pe e sellfe ouzhoc’h pe ne rafe ket, gwelet a reoc’h un arvest ral ma kaver skiant, karantez, fent ha spered mesk-ha-mesk en ur mod brav. Arabat tremen hebiou !!! » LA REVUE DU SPECTACLE 

    Un arvest evit an holl, adalek 8 vloaz.

     

  • Tarifs
    Priz evit an dud deuet : 16€ / Prizioù tud nammet (TN) ha bugale -12 vloaz : 12€
    Bilhedoù e gwerzh e Hello asso, roxi Karnoed, Ecomiam Karaez, INAO boteier Kallag
  • Organisation
    Aozet gant ar gevredigezh Kerrys Angels
  • Résa en lligne