Dastum n’eo ket laerezh ! Dastum arc’hant laeret avat zo gwall risklus… an arc’hant lous dreist-holl.
Kuitaat e vurev gant e skerp hag un tamm sandwich gruyère tomatez en e zoug-dielloù ha kavout 7.350.000 euro ennañ er gêr. Kement-se a ra d’an nen kontañ gevier an eil re da-heul ar re all....
Ray Cooney, un arbennigour hag a oar krouiñ skoilhoù hag a laka ar pezh-c’hoari da vont a-dreuz, a ro deomp da welet gant « Espèces menacées » ur pezh vaudeville e 2 arvest, gant ur steudad tudennoù kaer-iskis, dezhe palioù jaojapl pe dijaojapl. An aozer breizhveuriat a laka an tudennoù da zornañ gevier alies, a pezh a ro tro d’an arvesterien da gaout dudi ha da c’hoarzhin. Hag evit c’hoarzhin, lakaet e vez gwall start ar c’higennoù a-voc’h.