-
DISKOUEZADEG « MEIN BREIZH »
-
LUC’HSKEUDENNOÙ GANT ANNE CADOREL, ALIAS NAN’
-
EUS AR 4 D'AN 30 A VIZ MEURZH 2026
-
HALL GLENMOR
-
-
Anne Kadored, lesavet Nan’, bet ganet e Naoned, he deus eztaolet sevenadur Breizh, he bro c’henidik, pa oa yaouank-flamm dre ar c’han, al livañ hag ar skrivañ.
E Naoned, e Miz Gwengolo 2008, he doa diskouezet he « Breizh kevrinus » evit ar wech kentañ.
He barroù-livañ, heñchet gant he c’harantez evit Breizh, a zegas anezhi en-dro bepred war-zu reier kevrinus ar gweledvaoù keltiek.
Al liverezh dre eoul war lien eo an teknik implijet ganti.
Diwar c’hoari gant an dargemmoù, ar gouloù-dic’houloù, ar mein hag ar plant, e fell dezhi degas betek ennomp ar from hag ar varzhoniezh a intr an ene kelt ha broudañ ijin ar sellerien.
Da-heul pep taolenn ez eus ur barzhoneg, troet e brezhoneg hag e gallaoueg, peogwir eo stag da vat yezhoù ur vro ouzh he gweledvaoù evit ezteuler ar pezh a zo en hec’h ene.
An holl sujedoù a zo anezhe evit gwir, daoust ma’z int bet kinniget en ur mod disheñvel gant sell dibar an arzourez. -
TarifsGWELADENNOÙ FRANK HA DIGOUST
Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù -
-