FESTIVAL AL LISEIDI KARAEZ #2
  • FESTIVAL AL LISEIDI KARAEZ #2
    Mitseu – Anaïs MVA – Kalstra – TBLZ – Bagad Karaez

  • MERC’HER 6 A VIZ MAE | 4E30 – 00E00

  • AÑFI (war-sav)

  • Ur festival douget gant al liseidi e Karaez
  •  

    Ti-kêr Karaez hag al Leurenn Glenmor a zegas o skoazell evit aozañ Festival al liseidi - Festival lycéen a vo d’ar Merc’her 14 a viz Mae. Un ober dibar kaset da benn gant liseidi al liseoù Diwan ha Paul Sérusier. Kinnig ur mare evit bezañ asambles hag ur mare plijus d’an holl eo pal ar gouel-mañ empennet ha krouet gant a liseidi.


    Feson vat zo gant programm puilh ha liesseurt ar festival :

    - Abadennoù c’hoarius a vo kinniget gant kevredigezhioù al liseidi, adalek 4e30.

    - Un davarn gant evajoù dialkool ha krampouezh a vo graet war al lec’h evit ar re lipous.

    - Eus 6e noz da hanternoz e vo kinniget un abadenn war al leurenn evit enoriñ arzourien donezonet ar vro, gant Kalstra, Mitseu, Anaïs MVA, TBLZ ha Bagad Karaez.

    Etre ar sonadegoù, kanaouennoù brezhonek ha dañsoù breizhek a vo kinniget a vare da vare e-kerzh an devezh-se. Evel-e e vo lidet sevenadur ar vro.

     

  • Tarifs
    DIGOUST
    DIGOR D’AN HOLL
  • Organisation
    Aozet gant : Al Leurenn Glenmor

We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.