Plegenn yec’hedel
Evit lakaat an erbedadennoù yec’hedel da dalvezout abalamour da stourm ouzh emled epidemiezh ar c’horonavirus er vro eo serret al Leurenn Glenmor d’an dud betek gouzout hiroc’h.
Evit a sell ouzh an arvestoù nullet e c’hallit goulenn ma vo restaolet an arc’hant deoc’h, hervez an doareoù-mañ :
• BILHEDOÙ PRENET WAR-EEUN E DEGEMERVA AL LEURENN GLENMOR :
Pediñ a reomp ac’hanoc’h da bostañ pe da lakaat en hor boest-lizheroù, a zo a-dreñv ar c’hafeteria, ho pilhed orin, un DAB (daveennoù bank) hag ar furmskrid a c’hallit pellgargañ en ur glikañ amañ.
• BILHEDOÙ PRENET EL LEC’HIOÙ GWERZHAÑ DIAVAEZ :
Rouedad See tickets (bet Digitick) / Rouedad Francebillet / Rouedad Ticketmaster (Leclerc, Cora, Auchan) : evit ma vo restaolet arc’hant ho pilhedoù deoc’h, kit war-eeun d’ho lec’hienn werzhañ, gant ho pilhed orin. Evit ar bilhedoù prenet war Internet e resevot ur postel a-berzh an adwerzher ma vo displeget deoc’h penaos ober.
Trugarez vras deoc’h.
Kenavo ar wech all.