FEST AR VUGALE
  • FEST AR VUGALE

  • KELC’HIOÙ KELTIEK
  • SUL 19 A VIZ MAE

  • LEURENN GLENMOR & KREIZ-KÊR

  • Fest bugale Penn-ar-Bed 
  •  

    Gant ar C’hevread Kenleur Penn-ar-Bed e vo aloubet kêr Garaez d’an 19 a viz Mae 2024 evit ur mare pouezus ha festus en-dro da yaouankizoù Breizh.

    Kenleur Penn-ar-Bed zo ur gevredigezh hag a zo he fal bodañ ar c’helc’hioù keltiek hag an atalerioù dañsoù breizhek e Penn-ar-Bed, hag ivez treiñ tro d’an holl d’anaout dañsoù ha sevenadur Breizh.
    Aozañ a ra abadennoù evit hec’h izili hag evit an holl : stajoù dañs ha broderezh, festoù-noz, kenstrivadegoù dañs, sonerezh ha gwiskamantoù, pe c’hoazh dibunadegoù hag arvestoù bugale.

    D’an 19 a viz Mae, eus 10e da 11e15 vintin, e vo war-dro ugent kelc’h bugale o tibuniñ e straedoù Karaez, eus ar C’hastell Ruz, asambles gant kevredigezhioù lec’hel.
    E dibenn an dibunadeg-se e vo tapet ul luc’hskudenn vras eus ar vugale holl asambles.

    Eus 11e30 da 6e30, e kinnigo ar vugale an arvest bras el Leurenn Glenmor goude bezañ pleustret en o c’helc’h keltiek e-pad ar goañv.
    Tro a vo ivez da ginnig d’ar vugale, pe e vefent ezel eus ar c’helc’hioù keltiek pe ne vefent ket, kemer perzh en atalieroù evit ober anaoudgezh gant sevenadur Breizh : brodañ ha perlezañ, c’hoarioù koad, tresadennoù keltiek, ha kement zo…

    Evit echuiñ an devezh en un doare kaer e vo pedet gant ar C’hevread an holl vugale, an tadoù hag ar mammoù, ar familhoù hag an holl dud o do c’hoant da zañsal « dañs ar mil ».

     

  • Tarifs
    Priz : Skodenn evel ma karoc’h.
    Peadra war al lec’h da derriñ ho naon hag ho sec’hed.
    Tombola ha lazheta en 1 €.
  • Organisation
    Kevread Kenleur Penn-ar-Bed

We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.