LA ROUE DEL AMOR
  • LA ROUE DEL AMOR

  • SOLO SIRK DINDAN AN AMZER
  • SUL 5 A VIZ EBREL | 3E00

  • ODILON PINDAT 
  •   

    La Roue del Amor zo un arvest solo sirk dindan an amzer, douget gant an arzour Odilon Pindat, a dap krog, gant ampartiz, en unan eus ar paramantoù sebezusañ er sirk hengounel : rod ar marv. E-pad an arvest plijus-se, graet evit ar familhoù hag evit an holl, e c’hall an dud tremen ur mare a-istribilh ma vez an taolioù-kaer ha barzhoniezh ar jestroù mesk-ha-mesk.

    A-hed an abadenn dibar-se e c’hoari Odilon un dudenn diouti hec’h-unan : jangler, saver halterioù, dañser war un dro, amatour bouloù petank zoken a-wechoù, ha c’hoari a ra gant kodoù ar sirk evit dihenchañ anezhe gwelloc’h. Gant blizidigezh ha fent e treuzfurm ar pounnerder en anpounnerder, ar pezh a laka an arvesterien da vont e-barzh un dañs-ront ma teu an dañjer da vezañ dañs, hag an taol-kaer da vezañ from.

    Un arvest brokus, lusket, souezhus, hag a blij koulz d’ar vugale ha d’an dud deuet. Pedet e vezer da santout, da dridal, da c’hoarzhin ha d’en em lezel da vont gant barzhoniezh ar sirk a vremañ.

    Pad : 45 munut
    Evit an holl

     

  • Tarifs
    PU : 1 €
    BILHEDOÙ E GWERZH WAR AL LEC’H HEPKEN
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, Échanges & Cie.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.