BREIZHAROCK
  • BREIZHAROCK

  • UR MESKAJ SOUEZHUS ETRE AR ROCK HAG AR SONEREZH KELTIEK
  • GWENER 20 A VIZ MEURZH | 8E30

  • AÑFI

  •  
  • Breizharock zo ur sonerezh hag a hillig an treid, a ro c’hoant da fichañ an divhar, da stlepel an daouarn en nec’h… ha, da gentañ-penn, ur sonerezh hag a laka ar c’halonoù da dridal.

    Mesk-ha-mesk emañ kan ar biniawoù gant korus diaoulek ar gitaroù tredan, gant notennoù hir ha diroll ar c’hlavieroù hag o grouvoù liesseurt. Ne vije ket klok an alkimiezh-se panevet ur pont evit unaniñ an holl vedoù sonerezh-se hag o luskoù damheñvel : ar gitar-boud hag an taboulinoù a ya d’ober al liamm ret etrezo.

    Goude un nebeud bloavezhioù paouez, setu distro Breizharock war al leurenn gant e deirvet pladenn ha gant ar c’hoant da vont war dachennoù nevez. En ur feson disheñvel e vo sonet e ganaouennoù gant ar strollad, gant ur formulenn nevez a-fet binvioù, ma vez mesket sevenadurioù ha selloù liesseurt.

    Binioù-bras, ren :  Cédric Le Bozec
    Gitar : Stéphane Kerihuel
    Gitar-boud : Steve Kilpatrick
    Taboulinoù : Marc Hazon
    Klavieroù :  Jean Marc Illien
    Biniawoù-bras : Melen Le Dantec, Maël Guillou, Kevin Dervouët

    Evit an holl
    Pad : 1e30

     

  • Tarifs
    PB : 8 € / PD : 15 € / PL : 18 €
    ABADENN PROFET GANT HO KOUMANANT
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.