« ZOOM » GANT AN ATALIER POLYCHROME
  • « ZOUM » GANT AN ATALIER POLYCHROME

  • DISKOUEZADEG LIVADURIOÙ
  • EUS AR 7 A VIZ C’HWEVRER BETEK AR 15 A VIZ MEURZH

  • HALL GLENMOR

  •  
  • Gant Fernand Léger e voe skrivet : « n’ouzon ket petra eo ar sujedoù kozh pe modern, n’anavezan nemet an doareoù da livañ, ha netra ken »

    Ur choaz tidel hag a zo d’an arzour eo an doare da livañ ur sujed.
    Pa choazer lakaat an evezh war un dra vunut, ul lodenn eus un hollad e c’haller kaeraat an darn-se.
    Pa lakaer anezhañ a-gostez e krouer ur vent nevez, ul lañs nevez, peurvat betek lezoù an difetisted.

    Izili an atalier Polychrome a gemer perzh en diskouezadeg nevez-mañ, anvet « Zoum », a ginnig d’ar weladennerien teuler ur sell nevez ouzh traoù ar pemdez.
    Ar memes pleustradeg zo bet graet en ur vrasaat munudoù amprevaned ha diwar-se e tiskouezer skeudennoù kaer ha souezhus.
    Gant eoulliv eo bet graet al labourioù.

    Diskouezadeg da welet a Lun da Wener eus 9e da 12e hag eus 2e da 6e, hag ivez diouzh an noz pa vez abadennoù.

     
  • Tarifs
    Gweladenn frank ha digoust.
We use cookies
Nous utilisons des cookies sur notre site Web. Certains d'entre eux sont indispensables au fonctionnement du site, tandis que d'autres nous aident à améliorer ce site et l'expérience utilisateur (cookies de suivi). Vous pouvez décider vous-même si vous souhaitez autoriser ou non les cookies. Veuillez noter que si vous les rejetez, vous ne pourrez peut-être pas utiliser toutes les fonctionnalités du site.