FESTIVAL EMGAV KORIOÙ PAOTRED
  • GOUEL EMGAV KORIOÙ PAOTRED

  • KANAOUENNOÙ PAOTRED
  • EUS AR YAOU 9 D’AR SADORN 11 A VIZ MAE

  • AÑFI GLENMOR, ILIZ SANT TREMEUR & ILIZ POULLAOUEN

  •  
  • Lidet e vo ouzhpenn 30 vloaz Kor Paotred Breizh " MOUEZH PAOTRED BREIZH " gant ouzhpenn 400 sonadeg e Breizh, e Frañs ha pelloc’h c’hoazh. Bodet e vo gant al lid espar-mañ 6 strollad kanerien donezonet a ziskouezo deomp rannvroioù pe stiloù sonerezh disheñvel : BROIOÙ KELTIEK, OKITANIA, BREIZH.

    Gant ar peder sonadeg aozet e-kerzh an tri devezh-mañ, gant ouzhpenn 180 arzour entanet o kemer perzh ez eus tres ma vo un darvoud sonerezh ha ne ankounac’haio ket an holl dud plijet gant ar sonerezh da ganañ.

    Pep strollad kanerien a zegaso identelezh e sonerezh dezhañ hag a sono ur sac’had tonioù pinvidik ha lies, eus ar c’han hengounel da sonennoù arouezel sevenadurioù disheñvel. Gant ar festival-mañ e vo un degouezh dibar evit an eskemmoù sevenadurel ha kejadennoù etre an arzourien hag an arvesterien.

    Strolladoù pedet : 5 strollad eus an diavaez + Mouezh Paotred Breizh
    Les Gabiers d'Artimon - kanaouennoù martoloded (An Oriant)
    Paotred Pagan - Kor paotred eus Bro-Bagan e Norzh Breizh
    Les Mâles au Choeur de Tolosa - liesvouezhioù okitanek
    Les Gâs de l'Almanach - Kanaouennoù martoloded-pesketaerien eus bro Brest
    Appogiature - Kanaouennoù hengounel, klasel pe a vremañ eus bro Naoned pe eus lec’h all
    Mouezh Paotred Breizh - Kanaouennoù eus Breizh hag eus ar Broioù keltiek


    Yaou 9 a viz Mae da 8e30 noz : Sonadeg en iliz Sant Tremeur

    Gabiers d'Artimon ha Mouezh Paotred Breizh
    Sonadegoù gant kanaouennoù relijiel eus Breizh dreist-holl

    Gwener 10 a viz Mae da 5e00 d’abardaez :
    Sonadeg en iliz Poullaouen
    Paotred Pagan ha Mouezh Paotred Breizh
    Ar "Baotred Vreton", Kananouennoù hengounel eus Breizh hag eus ar Broioù keltiek

    Gwener 10 a viz Mae da 8e30 noz : Sonadeg el Leurenn Glenmor (Breizh a bed...)
    Les Gâs de l'Almanach
    Les Mâles au Choeur de Tolosa
    Appogiature

    Sadorn 11 a viz Mae da 8e30 noz : Sonadeg Gala el Leurenn Glenmor
    Les Mâles au Choeur de Tolosa
    Appogiature
    Mouezh Paotred Breizh

     

  • Tarifs
    PH : 10€ DRE SONADEG / - 12 VLOAZ : DIGOUST / TREZIAD 4 SONADEG : 30 €
  • Organisation
    Kensevenet gant Kêr Garaez, al Leurenn Glenmor, Mouezh Paotred Breizh
  • Résa en lligne
We use cookies
Nous utilisons des cookies sur notre site Web. Certains d'entre eux sont indispensables au fonctionnement du site, tandis que d'autres nous aident à améliorer ce site et l'expérience utilisateur (cookies de suivi). Vous pouvez décider vous-même si vous souhaitez autoriser ou non les cookies. Veuillez noter que si vous les rejetez, vous ne pourrez peut-être pas utiliser toutes les fonctionnalités du site.