AN TEKNIKOUR
  • AN TEKNIKOUR

  • PEZH-C’HOARI
  • SUL 17 A VIZ MEURZH | 5E00

  • AÑFI

  • Ur pezh e 3 arvest gant Éric ASSOUS, bet c’hoariet gant Les Baladins eus Plougernevel.
  •  

    Séverine Chapuis eo aet he gwaz kozh diganti evit mont gant ur gekenn “90-60-90” ha dilezet eo bet gantañ hep ur gwenneg toull. Troñset he deus he milginioù evit krouiñ un ti-embann, unan bihan a-dra-sur, met laouen-kenañ eo gantañ. Mont a rae mat pep tra.
    Setu he gwaz kozh, deuet da vezañ un den hep ti na lojeiz pe dost ha ne vez roet tamm skoazell ebet dezhañ gant ar Stad, o tont en-dro hag o c’houlenn skoazell diganti. Betek pelec’h e c’hall mont un den, bet pinvidik ha galloudus gwechall, pa vez o klask un tamm labour evit dreistbevañ ?
    Ober a ra koumanant outañ en he c’hevredad evel teknikour… war ar c’hempenn tiez. « Gwelloc’h eo memes tra eget paotr-tiegezh ». Setu diskaret e glipenn dezhañ hag asantiñ a ra daoust ma ne oa ket prest da vont war ar vicher-se ha mezhekaet e vez ganti. Un den a ijin eo ha gouzout a ray sevel en-dro.

    Treuzkompren, begadoù hag a ra mil, tamm pennad dic’hoari ebet, diskuliadennoù dic’hortoz ha souezhus, ac’h a d’ober ar gwir gomedienn-se, un dudi da welet hep moder Un istor evel ur gudenn c’hloan hag a vez plijadur gant ar c’hoarierien o tirouestlañ anezhi.

    AN TEKNIKOUR zo ur pezh-c’hoari 1e30 e 3 arvest skrivet gant Éric Assous, bet c’hoariet gant Roland Giraud ha Maaike Jansen evit ar rolloù pennañ

     

  • Tarifs
    12 € / digoust evit ar re dindan 10 vloaz
  • Organisation
    Les Baladins eus Plougernevel, e kenlabour gant Pingpongourien ar Poc’hêr
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.