2029. Setu a-benn ar fin eo erru has-been Pierre-Emmanuel Barré. Evit bezañ ur fentigellour diouzh ar c’hiz en-dro e tiviz krouiñ un arvest nevez. Met da lavaret petra ?… Respont d’an 12 a viz Ebrel el Leurenn Glenmor !
Pierre-Emmanuel Barré, a orin eus Kemperle, zo deuet da vezañ unan eus ar fentigellourien bennañ e Frañs. Ober a ra mil gant e fent du hag e gomzoù flemmus ha didro. C’hoari gant traoù diskiant a gar dreist pep tra, ha diskouez e-giz-se un doare da welet ar bed hag a zo sinik hag entanet tro-ha-tro.
Berzet dindan 16 vloaz.