
-
FESTIVAL AL LISEIDI E KARAEZ
-
MERC’HER 14 A VIZ MAE | 4E30 gm -1E am
-
LEURENN GLENMOR
-
Ur festival douget gant al liseidi e Karaez.
-
Ti-kêr Karaez hag al Leurenn Glenmor a zegas o skoazell evit aozañ "Festival al liseidi - Festival lycéen" a vo d’ar 14 a viz Mae. Un ober dibar kaset da benn gant liseidi al liseoù Diwan ha Paul Sérusier. Kinnig ur mare evit bezañ asambles hag ur mare plijus d’an holl eo pal ar gouel-mañ empennet ha krouet gant a liseidi.
Feson vat zo gant programm puilh ha liesseurt ar festival :• Abadennoù c’hoarius a vo kinniget gant kevredigezhioù al liseidi, adalek 4e30.
• Un davarn gant evajoù dialkool ha krampouezh a vo graet war al lec’h evit ar re lipous.
• Eus 7e noz da 1e vintin e vo kinniget un abadenn war al leurenn evit enoriñ arzourien donezonet ar vro, gant Maxence, arzour pennañ an abadenn, hag ivez N.O.E, Natrix ha Bagad Karaez. Gant un DJ e vo klozet ar festival.
Etre ar sonadegoù, kanaouennoù brezhonek ha dañsoù breizhek a vo kinniget a vare da vare e-kerzh an devezh-se. Evel-e e vo lidet sevenadur ar vro.
Instagram : Fest_liseou_karaez
-
TarifsDIGOUST
DIGOR D’AN HOLL -
OrganisationAozet gant : Al Leurenn Glenmor
-
-