SUNNY LEGACY
  • SUNNY LEGACY

  • ROCKSTEADY - REGGAE
  • SADORN 14 A VIZ MEURZH | 9E NOZ

  • KLUB (sonadeg war-sav)

  •  
  • Sunny Legacy, “Hêrezh heoliek”, zo ur c’hwec’had breizhat stummet e 2015. Emañ paotred ar Mor-Bihan oc’h adenaouiñ ur flammenn rouez en deiz hiziv en o bro hag er c’hwec’hkogn. Jamaikan eo an heol hag an hêrezh zo diwar ur sonerezh birvidik deuet betek ennomp eus oadvezh aour ar sonerezh jamaikan en doa graet berzh etre 1966 ha 1972 : ar rocksteady / an early reggae.

    Bourrañ a ra ar strollad gant ar pep gwellañ eus an tonioù-se ha reiñ a ra bec’h evit adkavout son ar soul jamaikan-se er mod spisañ ma c’haller, dre un dibab tonioù klasel da (ad)ober anaoudegezh gante ha re all savet gant ar strollad. O sekred ? Ur vouezh garv ha tomm, karget a soul, korioù evit an taolioù-dasson, un daouad gitar-boud ha toumperezh reoliet-pizh hag ur gitar ouzhpenn, heuliet gant un ograou e arlivioù entarzh hag eztaloioù psikedelek un tamm !

    E 2022 e oa erru poent lezel frankiz gant o santidigezh dezhe, gant embannadur o albom kentañ Unconditional Love, un albom ennañ tonioù nevez 100%, gant 12 kenaozadenn blaz ar gwrizioù jamaikan gante.

    Evit an holl
    Pad : 1e30

     

  • Tarifs
    Priz unan : 8 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag an SDAY.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.