-
ARMANO JERICEVIC
-
DISKOUEZADEG LUC’HSKEUDENNOÙ
-
EUS AN 30 A VIZ HERE D'AR 16 A VIZ KERZU 2024
-
HALL GLENMOR
-
« GWECH EBET NE VEZ RE DEÑVAL EVIT GWELET »
-
Armano Jericevic, un arzour kroat anezhañ hag a zo o chom e Melioneg abaoe 2019, a oa krog gant e vicher arzel er bloavezhioù 1980. Gantañ ez eus bet krouet un doare ober arzel hollek gant ur pouez lakaet war al liverezh hag al luc’hskudennerezh. Diskouezet e vez e oberennoù er bed a-bezh, dreist-holl en Europa hag er Stadoù-Unanet.
Diazezet eo e oberennoù war an darempredoù prederiet etre ar personel hag an hollvedel, un imbroud-spered hag a ya, dre an ober hag ar produiñ arzel, war-zu an hollvedelezh. Er bed-mañ ma vez bevezet danvezioù ken-ha-ken ha dreistimplijet ar skeudennoù, emañ an arzour e-touez ar re a zalc’h gant an darempred marzhus, trehontus ha glan, en dez mab-den gant ar bed. Ar preder hag ar gorrekaat zo kontrol d’ar boutinekaat ha d’an « diouer a amzer ».
Diwar-benn an diskouezadeg : « Gwech ebet ne vez re deñval evit gwelet »En heuliad luc’hskeudennoù-se e vezomp heñchet gant Armano hag e vod dezhañ e-unan da sellet ouzh ar gweledvaoù e Breizh en diskaramzer hag er goañv. An traoù a zo war al luc’hskeudennoù, gweledvaoù hag all, a ya en tu all da enrolladennoù peusheñvel eus ar pezh a c’haller gwelet, met buhezadurioù arvestat kinniget diwar ul labour luc’hskeudenniñ arzel blizidik kuzhet pe dost.
Gallout a reomp lavaret eo teñval ar mare m’emaomp o vevañ. Test omp eus dismantr ha distruj dibaouez mab-den, an etik hag ar genedouriezh Pouezus eo en em rentañ kont ez eo ar gouloù un dibab. An diskouzadeg-mañ, daoust m’eo merket gant an dramaeladur, zo un doare da bediñ an dud da welet an traoù war o zu mat, da vezañ war evezh ha d’en em sevel.
-
TarifsGweladenn frank ha digoust
Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù. -
-