DISKOUEZADEG « MEIN BREIZH »
  • DISKOUEZADEG « MEIN BREIZH »

  • LUC’HSKEUDENNOÙ GANT ANNE CADOREL, ALIAS NAN’
  • EUS AR 4 D'AN 30 A VIZ MEURZH 2026

  • HALL GLENMOR

  •  
  • Anne Kadored, lesavet Nan’, bet ganet e Naoned, he deus eztaolet sevenadur Breizh, he bro c’henidik, pa oa yaouank-flamm dre ar c’han, al livañ hag ar skrivañ.
    E Naoned, e Miz Gwengolo 2008, he doa diskouezet he « Breizh kevrinus » evit ar wech kentañ.

    He barroù-livañ, heñchet gant he c’harantez evit Breizh, a zegas anezhi en-dro bepred war-zu reier kevrinus ar gweledvaoù keltiek.

    Al liverezh dre eoul war lien eo an teknik implijet ganti.
    Diwar c’hoari gant an dargemmoù, ar gouloù-dic’houloù, ar mein hag ar plant, e fell dezhi degas betek ennomp ar from hag ar varzhoniezh a intr an ene kelt ha broudañ ijin ar sellerien.

    Da-heul pep taolenn ez eus ur barzhoneg, troet e brezhoneg hag e gallaoueg, peogwir eo stag da vat yezhoù ur vro ouzh he gweledvaoù evit ezteuler ar pezh a zo en hec’h ene.

    An holl sujedoù a zo anezhe evit gwir, daoust ma’z int bet kinniget en ur mod disheñvel gant sell dibar an arzourez.

     
  • Tarifs
    GWELADENNOÙ FRANK HA DIGOUST
    Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù