BILHEDEREZH ENLINENN
Gallout a rit prenañ ho plasoù abadennoù dre ar Genrouedad, pellgargañ anezho war ho poellgomzer pe moullañ anezho war-eeun er gêr.
Mont d’ar vilhederezh enlinenn
LEC'HIOÙ GWERZHAÑ
LEURENN GLENMOR : Da Lun, da Veurzh, da Yaou ha da Wener eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30. Da Verc’her e vez serr hor bilhederezh.
1 eur a-raok an abadennoù (gant ma chomo plasoù) en deizioù ma vez abadennoù. Ne vez ket miret plasoù ganimp dre bellgomz.
DRE LIZHER : Merkit anv an abadenn, an niver a blasoù hag ar rummoù prizioù. Kasit ho paeamant d’al Leurenn Glenmor (chekenn war anv al Leurenn Glenmor), gant ur golo-lizher gant ho chomlec’h warnañ ha gant ur brouenn evit kaout un distaol, diouzh an dro.
KARAEZ : Rann sevenadurel Leclerc(rouedad Ticketmaster).
GOURIN HA PLOUGERNEVEL : Stal Leclerc (rouedad Ticketmaster).
E FRAÑS A-BEZH : ar rouedadoù See Tickets, Francebillet ha Ticketmaster (Fnac, Carrefour, Géant, Auchan, Leclerc, Cora), http://www.fnac.com/ ,http://www.ticketmaster.fr/
KOUMANANTIÑ
Digoust eo ar c’houmanant ha war anv un den hepken. Trawalc’h eo deoc’h dibab 3 abadenn da nebeutañ er furmskrid.
Gallout a rit klokaat ho koumanant ivez e-kerzh ar c’houlzad ha kaout priz ar goumananterien.
Ar spletoù :
- Distaolioù prizioù evit an holl abadennoù (5€ da nebeutañ dre abadenn)
- Plas niverennet ha miret
- Un abadenn profet
- Trepas tremen a-ratozh evit ar goumananterien, ar pezh a dalvez n’o devez ket da c’hortoz er steudad (en em gavout 15 min a-raok an abadenn)
- Koumanant d’al lizher-kelaouiñ
BERRADURIOÙ IMPLIJET
PL : Priz Leun
PD : Priz Digresket
PB : Priz Bugale (eus 7 da 12 vloaz)
PK : Priz Koumananterien
PS : Priz Skolidi
PU : Priz Unan
E-barzh ar prizioù meneget n’emañ ket ar mizoù feurmiñ lakaet da dalvezout pa vez prenet plasoù er rouedadoù gwerzhañ diavaez (France Billet, Ticketmaster, See Tickets)
PRIZIOÙ DIGRESKET
Un distaol priz a vez graet d’ar re a ziskouez ur brouenn ez int : klaskerien labour, tud a zegemer KKO* pe SON**, studierien, tud yaouank dindan 18 vloaz, izili an SDAY, skolidi ha kelennerien skol sonerezh ar Poc’hêr ha skolioù sonerezh Bro Kornôg Kreiz-Breizh, astalerien, strolladoù ouzhpenn 10 den, izili ar poellgorioù embregerezh kevelerien, an dud zo ganto pass dudi Poc’hêr kumuniezh, Pass Sevenadur.
*KKO : korvoder kengred oberiant - ** SON : skorenn d'an oadourien nammet
PASS SEVENADUR
Etre 15 ha 18 vloaz out ?
Gra gant da bass Sevenadur evit an abadennoù choazet ganit el Leurenn Glenmor.
Gant ar stignad-mañ, kinniget gant Ministrerezh ar Sevenadur, e c’hall ar re yaouank, etre 15 ha 18 vloaz, kaout digor d’un arload m’o deus betek 150 € evit ober anaoudegezh gant ar c’hinnigoù sevenadurel nes hag ar c’hinnigoù niverel, hervez o c’hoantoù, ha mirout anezho.
El Leurenn Glenmor e c’haller prenañ plasoù, dre an arload Pass Sevenadur, evit holl abadennoù ar c’houlzad, en ur priz digresket !
Gweladenniñ al lec’hienn Pass Sevenadur

Gweladenniñ al lec’hienn Pass Sevenadur
MAT DA C’HOUZOUT
Digoret e vez dorioù ar sal 30 munut a-raok an abadenn. Dibab a c’haller e blas (nemet ar goumananterien). Deraouiñ a ra an abadennoù d’an eur merket.
An dud dalc’het en o c’heflusk ez eus un hent tremen a-ratozh evito. Deuit e darempred ganeomp en a-raok, mar plij.
An holl dud (bugale pe oadourien) a zeu da welet un abadenn a rank diskouez ur bilhed pa’z eont e-barzh ar sal.