SOLEIL PLANÈTE
  • SOLEIL PLANÈTE

  • SONADEG KANAOUENNOÙ POP
  • MERC’HER 8 A VIZ EBREL | 9E45 & 11E15

  • KLUB

  • MOSAI ET VINCENT 

  • Mosai & Vincent, goude bezañ savet div abadenn evit ar vugaligoù (Je me réveille ha Le Disco des oiseaux), o deus ijinet ur frapad plijadur all, un arvest dudius-kaer ha leun a levenez. Ken entanus bepred eo an tonioù o deus savet evit ar sonadeg nevez-mañ : an daou arzour a c’hoari war un dro gant gitaroù klev ha tredan ha gant standilhonoù ha beats elektro, en ur ganañ gant o div vouezh heson. Evel ur fest vras e tle bezañ bevet : a-ispilh emañ an amzer, ha boemus un tamm.

    Ur c’han d’al levenez eo Soleil Planète. Ar c’hanaouennoù a bed ac’hanomp da vont gant hentoù ma c’hallomp bezañ diroll ha disheñvel, ma c’hallomp kanañ ha dañsal, c’hoarzhin asambles, peotramant, ma kavomp gwelloc’h, sellet ha selaou hepmuiken. Ne vern petra a choazomp ober e-pad an arvest : dav eo da bep hini ac’hanomp bezañ evel m’emañ hag ober ar pezh hag a ra vad dezhañ.

    Donemat war ur blanedenn livet-flamm lec’h ma vez roet ton d’ar c’han ha d’an dañs, ma vez degaset levenez d’an dud, hep gouzout dezho, ha ma vezont broudet da vourrañ !

    Pozioù ha sonerezh : Cédric Guyomard (kan, gitar, ukulele) ha Vincent Perrigault (stokelleg, pad-où elektronek, kan)
    Leurennañ : Denis Athimon
    Kinkladur savet gant : Luc Mainaud
    Leurennaozañ ha dilhad : Cécile Pelletier

     

    Adalek 6 miz
    Pad : 30 min

     
  • Tarifs
    DIGOUST, MIRET PLASOÙ EN NIV. 02 98 99 44 44
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, Poc’hêr Kumuniezh, Erlec’h Bugaligoù ar Poc’hêr, asambles gant Très Tôt Théâtre, da-geñver Sizhunvezhioù ar Vugaligoù.