
-
ARTHUR H HA PIERRE LE BOURGEOIS
-
KANAOUENNOÙ AVANTURUS
-
SUL 12 A VIZ HERE | 5E30
-
AÑFI
-
-
Daou soner war al leurenn, piano ha violoñsel.
Pierre, soner, ijin gantañ, dic’hortoz, frank : flourañ a ra e venveg, barzhel ha dous, ha gwallgas anezhañ kerkoulz all, gouez ha diroll.Arthur ouzh ar piano, ar c’hlavieroù, ar gitar, ar c’han, ouzh ar varzhoniezh hag an treant.
Gant sonerezh klevedoniel koulz ha teknologel e klask an daou soner ijinañ sonerezh krouiñ war-eeun, ha nevesaat o zonioù brudet war an dro. Da gentañ emañ ar son klev kozh klasel, a anavezer, tomm, ha goude-se an doareoù a bep seurt d’ober gantañ gant an teknologiezhioù nevez. Pierre a vez o standilhonañ, o rodellat, o valañ, o treuzfurmiñ ar sonioù. Hag Arthur o kemmañ, o tigeriñ, o ledanaat. Gant ur spered low-tech bepred, evel Mélies, e vez graet hag ijinet pep tra a-wel d’an holl, war an tomm, ar jestroù zo sonerezh, analogel eo an amzer da zont. Evit kontañ istorioù a vremañ, kuit deomp da vont da roboted abalamour d’an deknologiezh. An den a ro urzhioù d’ar benveg ha neket ar c’hontrefed. War ar prim, war an tomm, emañ ar frankiz, an amzer a-ispilh, evit selaou. Hag ar c’hoari, ar blijadur o klask modoù da seniñ, levenez en energiezh.
Kan / Piano : Arthur H
Violoñsel / Programmadur : Pierre Le BourgeoisEvit an holl
Pad : 1e30 -
TarifsPB : 25 € / PK : 30 € / PD : 33 € / PL : 35 €
-
Liens
-
-