ARTHUR H HA PIERRE LE BOURGEOIS
  • ARTHUR H HA PIERRE LE BOURGEOIS

  • KANAOUENNOÙ AVANTURUS
  • SUL 12 A VIZ HERE | 5E30

  • AÑFI

  •  
  • Daou soner war al leurenn, piano ha violoñsel.
    Pierre, soner, ijin gantañ, dic’hortoz, frank : flourañ a ra e venveg, barzhel ha dous, ha gwallgas anezhañ kerkoulz all, gouez ha diroll.

    Arthur ouzh ar piano, ar c’hlavieroù, ar gitar, ar c’han, ouzh ar varzhoniezh hag an treant.

    Gant sonerezh klevedoniel koulz ha teknologel e klask an daou soner ijinañ sonerezh krouiñ war-eeun, ha nevesaat o zonioù brudet war an dro. Da gentañ emañ ar son klev kozh klasel, a anavezer, tomm, ha goude-se an doareoù a bep seurt d’ober gantañ gant an teknologiezhioù nevez. Pierre a vez o standilhonañ, o rodellat, o valañ, o treuzfurmiñ ar sonioù. Hag Arthur o kemmañ, o tigeriñ, o ledanaat. Gant ur spered low-tech bepred, evel Mélies, e vez graet hag ijinet pep tra a-wel d’an holl, war an tomm, ar jestroù zo sonerezh, analogel eo an amzer da zont. Evit kontañ istorioù a vremañ, kuit deomp da vont da roboted abalamour d’an deknologiezh. An den a ro urzhioù d’ar benveg ha neket ar c’hontrefed. War ar prim, war an tomm, emañ ar frankiz, an amzer a-ispilh, evit selaou. Hag ar c’hoari, ar blijadur o klask modoù da seniñ, levenez en energiezh.

    Kan / Piano : Arthur H
    Violoñsel / Programmadur : Pierre Le Bourgeois

    Evit an holl
    Pad : 1e30

     

  • Tarifs
    PB : 25 € / PK : 30 € / PD : 33 € / PL : 35 €
We use cookies
Nous utilisons des cookies sur notre site Web. Certains d'entre eux sont indispensables au fonctionnement du site, tandis que d'autres nous aident à améliorer ce site et l'expérience utilisateur (cookies de suivi). Vous pouvez décider vous-même si vous souhaitez autoriser ou non les cookies. Veuillez noter que si vous les rejetez, vous ne pourrez peut-être pas utiliser toutes les fonctionnalités du site.