
-
AN DIHUNEREZ
-
SONEREZH DA ZAÑSAL WAR TESTENNOÙ DIHUNUS
-
YAOU 21 A VIZ MAE | 9E30 & 10E45
-
AÑFI
-
CAMILLE LACHENAL HA SIMON MC DONNELL
-
Anaout a rit an aotrou Kerabornig, an dudenn vojennel-se karget da lakaat ar vugale da gousket bemnoz… daoust ha klevet ho peus kaozeal eus he c’henitervez avat ? Bep minin e teu didrouz da zigeriñ hon daoulagad ha d’ober deomp divorenniñ. An dihunerez eo he lesanv. Dont a ra war-eeun eus ijin an daou arzour a c’hoari en arvest-se, Camille Lachenal ha Simon McDonnell, evel an aridennad liesseurt ha lañsus a ganaouennoù da zañsal a vez kanet ganto gant entan.
Rak a-raok pep tra eo An Dihunerez un daouad hag a vez o kanañ kanaouennoù folk nevez ha frank, skrivet gant pevar dorn ha kanet gant div vouezh. Eilet e vezont gant ar gitar, ar fleüt iwerzhonat, an harmonika, ar binvioù tos, ar glarinetenn, ha gant ur shruti box indiat zoken. Astenn a reont o folklor faltazius en tu-hont da harzoù Breizh, Iwerzhon hag Europa.
Pa vezer dindan gouloù al letern e vez poent bras dihuniñ ha bezañ paket gant an endro hoalus-se a zo leun a luskoù valsenn ha mazurka… betek, perak ket, en em lezel da vont e-barzh an dañs.
Mouezh, klarinetenn, shruti box, binvioù tos dorn : Camille Lachenal
Gitar, mouezh, harmonika, binvioù tos troad : Simon McDonnellAdalek 3 bloaz.
Pad : 50 min. -
TarifsABADENNOÙ EVIT AR SKOLIOÙ
-
OrganisationKenlabour gant al Leurenn Glenmor ha JM France.
-
Liens
-
-