
-
AN ARZ HAG AR VLEIZEZ
-
KONTADENN GANT SONEREZH SKEUDENNET
-
YAOU 16 A VIZ MAE | 9E30 & 10E45
-
AÑFI
-
KOMPAGNUNEZH FURIOSA
ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIOÙ
Adalek 3 bloaz -
A bep tu d’un daol izel gant son e kan hag e tegas trouz Fabienne Muet ha Kristof Seval tro-dro d’un istor ma lakaer ar bed gouez war wel ha ma laka ur bed hunvreoù ac’hanomp da brederiañ war hor barregezh da zegemer an arallded ; un istor karantez, kerentiezh, enframmañ ha spi…Bennozh da objedoù son niverus ha da vinvioù sonerezh bihan e laka an daou soner Jouko da vevañ, ganet eo hemañ diwar unaniezh dibar un arz hag ur vleizez. E-barzh ur c’hoad kevrinus ma sarac’h an delioù, ma hop ar gaouenn hag e sourr ar gwez e kas an arzourien e pleg hor skouarn trubuilhoù ur boudig disheñvel diouzh ar re all.
A-hed o c’hanaouennoù e heñchont ac’hanomp en ur bed faltaziek hag a atiz ar pemp skiant hag a laka ac’hanomp da dalañ ouzh hor barradoù aon en un doare diheñchet, boulc’het e vez gant soutilded dodenn an disheñvelder ha klask an identelezh. En dalenn ziwezhañ e vimp peursoubet er gontadenn deskoni ha saouzanet e vimp gant ar skeudennadurioù bev e gwenn ha du graet gant Anne-Lise Boutin.
Testenn, kan, kontadenn, traezoù son, glockenspiel ha taboulinoù chaman : Fabienne Muet
Kan, kontadenn, traezoù son, gitalele, fujara, akordeoñs hag ardivink dada : Christophe SevalAdalek 3 bloaz
Pad : 40 mn. -
TarifsABADENNOÙ EVIT AR SKOLIOÙ
-
OrganisationKenlabour etre al Leurenn Glenmor, JM Frañs
-
Liens
-
-