
-
MOI, MA CHAMBRE, MA RUE
-
DAÑS
-
MERC’HER 5 A VIZ MEZHEVEN | 8E00
-
AÑFI
-
TIDIANI N’DIAYE
Adalek 6 vloaz -
Bleuñveg, poull livioù pe lastezerezh ? Goloet eo al leur a sac’hadoù plastik glas, melen, roz, ruz, ha setu un dañser o tifoupañ en o zouez, o krouiñ gwagennoù hag avel-dro. Derc’hel a ra soñj Tidiani N'Diaye eus ar gambr ma oa o chom pa oa bugel, eus an trouzioù hag ar santadurioù a oa er-maez, evel eus e stadoù diabarzh.
Kregiñ a ra an abadenn er gambr ma oa an dañser o chom enni e Bamako : en dizurzh ma oa e teue da verniañ an holl roudoù a-fuilh eus ar vuhez.
Er-maez, er straed e Bamako. Ar memes berniad traoù a bep seurt, lastez, ar pankartenoù hag ar chaoserioù foeltret n’emaint ket en urzh. Perak an dizurzh-se ? Petra a ziskouez an diaezamant-se ? Penaos e teu ar vuhez d’en em ziorren en dra-se a laka ac’hanomp diaes, da reiñ stumm dezhañ, da gavout abeg ennañ ? An dañs a eztaol an traoù a glot etre personelezh Tidiani N'Diaye hag an endro rouestlek-se.
Magnetek eo bezañs an dañser war al leurenn, fromus-kenañ eo gwelet anezhañ o’n em ouestlañ dezhañ penn-da-benn en un doare gwirion-gwirion.Adalek 5 bloaz
Pad : 30 mn. -
TarifsPB : 5 € / PK : 5 € / PD : 8 € / PL : 10 €
-
OrganisationKensevenet gant al Leuren Glenmor, Danse à tous les étages, ar Plañchod, e framm ar festival Normadanse
-
-