PIERRE COLLETTI
  • PIERRE COLLETTI

  • DISKOUEZADEG LUC’HSKEUDENNOÙ
  • EUS AN 2 D’AR 24 A VIZ HERE 2024

  • HALL GLENMOR

  • An Arzoù-straed, an dañs hag ar c’hoariva 
  •  

    E Karnoed, e Kreiz-Breizh, eo en em staliet Pierre Colletti tri bloaz zo.

    Kelenner gitar klasel eo bet hag abaoe m’emañ war e leve eo sot-pitilh gant al Luc’hskeudennerezh.

    E meur a ziskouezadeg en deus kemeret perzh :
    Pariz : Objectif Bastille, Ministrerezh an Arc’hant, Galerie Maître Albert.
    Troyes : Mediaoueg Grand Troyes, Kreizenn Sevenadurel, Théâtre de la Madeleine, Servij ar prederioù habaskaüs…
    Sant Romieg de Provença (Saint Rémy de Provence) : Hôtel Gounod
    Dammarie les Lys : Château des Bouillants.
    St André les Vergers : Kreizenn G. Philippe
    La Chapelle Saint Luc : Kreizenn Sevenadurel Didier Bienaimé
    Ste Savine : Kreizenn Sevenadurel Art Déco.
    Ravières : Bourgogne Art Galerie.
    ha kement zo…
    E Breizh : Lannuon, Tredarzeg, Naoned, Kallag, Karaez, Kastell-Nevez-ar-Faou


    Ezel eo eus daou genstroll arzourien vreizhat, Arz Treger e Perroz-Gireg ha Arz’ Goad en Uhelgoad.

    An Arzoù-straed, an Dañs hag ar C’hoariva a vo tem e ziskouezadeg.



  • Tarifs
    Gweladenn frank ha digoust
    Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù.