
-
LAZ-SENIÑ BROADEL BREIZH :
FOLKLOR AN NORZH -
SONEREZH DIWAR LEVEZONOÙ KELTIEK HAG HENGOUNEL
-
SUL 30 A VIZ DU | 5E00
-
AÑFI
-
-
Delc’hen a ra Nicolas Ellis gant an hent boulc’het gant Laz-seniñ Broadel Breizh o reiñ enor d’ar sonerezh eus ar bed deuet diwar levezonoù keltiek hag hengounel, asambles gant daou soner eus Kebek. An divroidi eus Breizh, Iwerzhon ha Skos o deus lezet ur merk war ar sonerezh e Kebek. Asambles gant Alexis Chartrand ha Nicolas Babineau e sono Laz-seniñ Broadel Breizh tonioù hengounel da zañsal eus Kebek evit sonerien biolin ha lazoù-seniñ kerdin, war goulenn Laz-seniñ an Agora.
Klevet a reoc’h kanoù labour, diskanoù martoloded, dañsoù laouen ha marteze a-walc’h ur jig iwerzhonat pe un andro breton zoken ! Kinniget e vo ivez gant Nicola Ellis ober anaoudegezh gant sevenadurioù all eus an Norzh gant oberennoù polonat, skandinavat hag eus Norzh Kanada, evit skoulmañ liammoù etre hor c’hornioù-bro kaer. Ur sonadeg er penn a-raok ha dibar war un dro ha ne c’haller ket c’hwitañ !
Nicolas Ellis - Renerezh sonerezh
Alexis Chartrand – Biolin
Nicolas Babineau – Biolin
Arc’hantaouet e vez Laz-seniñ Broadel Breizh gant Rannvro Breizh, Ministrerezh ar Sevenadur - RRAS Breizh, Ti-kêr Roazhon, Kuzul-departamant an Il-ha-Gwilen, ha skoazellet e vez gant Kuzul-departamant ar Mor-Bihan ha Meurgêr Roazhon.Evit an holl.
Pad : 2e. -
TarifsPB : 10 € / PK : 15 € / PD : 20 € / PL : 22 €
-
-