LAZ-SENIÑ BROADEL BREIZH
  • LAZ-SENIÑ BROADEL BREIZH :
    FOLKLOR AN NORZH

  • SONEREZH DIWAR LEVEZONOÙ KELTIEK HAG HENGOUNEL
  • SUL 30 A VIZ DU | 5E00

  • AÑFI

  •  
  • Delc’hen a ra Nicolas Ellis gant an hent boulc’het gant Laz-seniñ Broadel Breizh o reiñ enor d’ar sonerezh eus ar bed deuet diwar levezonoù keltiek hag hengounel, asambles gant daou soner eus Kebek. An divroidi eus Breizh, Iwerzhon ha Skos o deus lezet ur merk war ar sonerezh e Kebek. Asambles gant Alexis Chartrand ha Nicolas Babineau e sono Laz-seniñ Broadel Breizh tonioù hengounel da zañsal eus Kebek evit sonerien biolin ha lazoù-seniñ kerdin, war goulenn Laz-seniñ an Agora.

    Klevet a reoc’h kanoù labour, diskanoù martoloded, dañsoù laouen ha marteze a-walc’h ur jig iwerzhonat pe un andro breton zoken ! Kinniget e vo ivez gant Nicola Ellis ober anaoudegezh gant sevenadurioù all eus an Norzh gant oberennoù polonat, skandinavat hag eus Norzh Kanada, evit skoulmañ liammoù etre hor c’hornioù-bro kaer. Ur sonadeg er penn a-raok ha dibar war un dro ha ne c’haller ket c’hwitañ !

    Nicolas Ellis - Renerezh sonerezh
    Alexis Chartrand – Biolin
    Nicolas Babineau – Biolin


    Arc’hantaouet e vez Laz-seniñ Broadel Breizh gant Rannvro Breizh, Ministrerezh ar Sevenadur - RRAS Breizh, Ti-kêr Roazhon, Kuzul-departamant an Il-ha-Gwilen, ha skoazellet e vez gant Kuzul-departamant ar Mor-Bihan ha Meurgêr Roazhon.

    Evit an holl.
    Pad : 2e.

     

  • Tarifs
    PB : 10 € / PK : 15 € / PD : 20 € / PL : 22 €
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.