AN NATUR E LIVIOÙ
  • AN NATUR E LIVIOÙ

  • DISKOUEZADEG LIVADURIOÙ
  • EUS AN 10 D’AN 30 A VIZ EBREL

  • HALL GLENMOR

  • ATALIER TY AR LENN
  •  

    Ouzhpenn 30 vloaz zo ez eus eus hon atalier livadurioù Ty ar Lenn, en Huelgoad, a zo deuet da vezañ ur gevredigezh ent ofisiel e 2008. 

    Hor pal eo arnodiñ, livañ, tresañ ha dreist-holl kaout plijadur. Ne vez lakaet tem ebet d’an dud, ne vez rediet den ebet da livañ gant an teknik-mañ-teknik, pep hini a liv evel ma kar. Gant eoul, pastel, akrilik, gouach, pastel, pep tra a c’haller ober.

    Hor c’helennerez, Monique Fer, a ro alioù fur deomp ha sikour a ra ac’hanomp da livañ hon taolennoù : divuhezennoù, gweledvaoù splann o livioù, oberennoù hag a ziskouez an heol o vont da guzh, mein kozh, poltredoù, loened. Traoù a bep seurt a c’hallomp livañ, ha diouzh hor faltazi.

    4 atalier a vez kinniget ganeomp bep sizhun, d’al Lun, d’ar Meurzh, d’ar Yaou, eus 2e goude merenn da 5e d’abardae, ha ha d’al Lun da noz eus 6e da 8e.

    Evit gouzout hiroc’h : Marie-Rose en niv. 06 64 33 46 50 pe Monique en niv. 06 22 23 33 37.



  • Tarifs
    Gweladenn frank ha digoust
    Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.