-
AR WEZENN-BER
-
KONTADENN-SONEREZH
-
MERC’HER 29 A VIZ MAE | 7E00
-
AÑFI
-
SKOL SONEREZH AR POC’HÊR
-
Gant ur c’hant skoliad bennak eus skol sonerezh ar Poc’hêr, asambles gant meur a gelenner ha meur a gelennerez, e vo kinniget deoc’h an arvest « Ar Wezenn-Ber », krouet diwar skouer an oberenn « Un poirier m’a dit » savet gant Michèle Bernard
* Jo Van Bouwel, Estelle Walter, Jérôme Jeandel, Hoëla Barbedette, Kévin Ruellan, Gilles Lochou-Favennec, Sylvaine Guichen, Yann Le Bihan, Karine Lacassagne.
Er gontadenn-sonerezh-mañ e vez deskrivet avanturioù ha buhez pemdeziek ur Wezenn-ber, he goulennoù, hec’h evezhiadennoù, he frederioù prededouriel war ster an traoù a zo o c’hoarvezout, ar vuhez.
En abadenn varzhek-mañ e vez lakaet ar gaoz, e-touez traoù all, war temoù ar c’hengred (« Ma balançoire », ) hag an doujañs evit an endro (« Le type au tracteur rouge », « On fabrique des bretelles », « La nature c’est pas joli »).
-
TarifsDIGOUST
Mirout e blas(où) dre ret dre bellgomz pe dre gas ur postel da sekretouriezh ar skol sonerezh : 02 98 93 78 71 / ecoledemusique@poher.bzh -
OrganisationKenlabour gant al Leurenn Glenmor, Skol sonerezh ar Poc’hêr
-