-
LA ROUE DEL AMOR
-
SOLO SIRK DINDAN AN AMZER
-
SUL 5 A VIZ EBREL | 3E00
-
ODILON PINDAT
-
La Roue del Amor zo un arvest solo sirk dindan an amzer, douget gant an arzour Odilon Pindat, a dap krog, gant ampartiz, en unan eus ar paramantoù sebezusañ er sirk hengounel : rod ar marv. E-pad an arvest plijus-se, graet evit ar familhoù hag evit an holl, e c’hall an dud tremen ur mare a-istribilh ma vez an taolioù-kaer ha barzhoniezh ar jestroù mesk-ha-mesk.
A-hed an abadenn dibar-se e c’hoari Odilon un dudenn diouti hec’h-unan : jangler, saver halterioù, dañser war un dro, amatour bouloù petank zoken a-wechoù, ha c’hoari a ra gant kodoù ar sirk evit dihenchañ anezhe gwelloc’h. Gant blizidigezh ha fent e treuzfurm ar pounnerder en anpounnerder, ar pezh a laka an arvesterien da vont e-barzh un dañs-ront ma teu an dañjer da vezañ dañs, hag an taol-kaer da vezañ from.
Un arvest brokus, lusket, souezhus, hag a blij koulz d’ar vugale ha d’an dud deuet. Pedet e vezer da santout, da dridal, da c’hoarzhin ha d’en em lezel da vont gant barzhoniezh ar sirk a vremañ.
Pad : 45 munut
Evit an holl -
TarifsPU : 1 €
BILHEDOÙ E GWERZH WAR AL LEC’H HEPKEN -
OrganisationKensevenet gant al Leurenn Glenmor, Échanges & Cie.
-
Liens
-
-