C’HOARIOÙ KORF
  • C’HOARIOÙ KORF

  • DAÑS
  • MERC’HER 2 A VIZ EBREL | 11E00

  • KLUB

  • KZH OKO 
  •  

    E-giz bugale hag a ra anaoudegezh an eil gant egile ez eo an div zañserez, pep hini anezho diouzh mod he sevenadur genidik (slav ha gall-hag-arab). Dre ar jestroù hag ar sonioù e vezont oc’h esa hag oc’h ijinañ traoù nevez, o klask an eil eben, o respont an eil d’eben, o souezhañ an eil eben, oc’h en em ober an eil ouzh eben, o kouviañ an eil eben, o kehentiñ an eil gant eben… Dre ar c’hanaouennoù hag ar c’hoarioù e lañsont hag e skoulmont darempredoù, pelloc’h eget al lavar hag ar verboù. Kement-se a ra deomp soubañ en un dañs mezevellus hag en ur faltazi kizidik ha barzhoniel lec’h m’emañ mammenn an denelezh.

    Empennañ : Taya Skorokhodova
    Dañserezed-kanerezed : Taya Skorokhodova ha Flore Khoury/Léa Scher
    Krouiñ son : Jonathan Lefevre
    Koefoù : Suzanne Devaux

    Adalek 3 miz, evit an holl.
    Pad : 30 min.

     

  • Tarifs
    DIGOUST GANT MA VO MIRET PLASOÙ (02 98 99 44 44)
  • Organisation
    Kensevenet gant : al Leurenn Glenmor hag Erlec’h Bugaligoù ar Poc’hêr, asambles gant Très Tôt Théâtre, da-geñver Sizhunioù ar Vugaligoù.