ROMEO HA JULIETA
  • ROMEO HA JULIETA

  • DAÑS KLASEL
  • GWENER 28 A VIZ C’HWEVRER | 8E00

  • AÑFI

  • LAZ-KOROLL MEUR KYYIV

  • Romeo Montaigu ha Julieta Kapuled a gar an eil egile daoust d’ar gasoni a vag o familhoù an eil ouzh eben.  E meur a zoare eo bet c’hoariet an oberenn-se skrivet gant William Shakespeare : pezhioù-c’hoari, filmoù, komediennoù war gan… Hogen ar stumm brudetañ anezhi, hep mar na marteze, eo ar gorolladeg gant Sergueï Prokofiev. C’hoariet e vo amañ evidoc’h gant Laz-koroll meur Kyyiv.

    Gant al leurenniñ hag ar c’horolliñ emañ an istor en e vog : taolenniñ a reont eus ar gwellañ orged an drama – ar pompad hag ar feulster, an herded hag ar gened. Un drugar e vo an arvest-mañ evit an holl a chom bamet gant an dañs. Taolioù-kaer dreistordinal arzourien Laz-koroll meur Kyyiv na lezont den ebet diseblant outo. Un arvest hollvedel eo, ur sinfonienn eus an dañs, fromus ha marzhus, ur bennoberenn eus ar varrezh klasel.

    Evit an holl.
    Pad : 1e50 gant un ehan-c’hoari.

     

  • Tarifs
    PK : 25 € / PD : 27 € / PL : 30 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag NP Spectacles.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.