TOULINE
  • TOULINE

  • C’HOARIVA, MASKLOÙ, ROLLER
  • SUL 30 A VIZ MEURZH | 3E00

  • AÑFI

  • L'OISELLERIE
  •  

    Ur martolod aet gant ar mor e-kreiz ur gorventenn a grog gant ur veaj-deskoni dreistrealour ha dic’hortoz. Ur mor e-kreiz un dezerzh traezh, botoù-ruilh, meur a vetrad fiselennoù, ur sailh, ul letarn. Ur bed barzhoniel ha souezhus, leun a skeudennoù, a fiñvoù hag a fromoù, abalamour da gavout war be du mont etre an douar hag ar mor atav.

    Gant meur a gompagnunezh teatr pe sirk en deus c’hoariet Mayeul Loisel e-pad tost da 20 vloaz. Hiziv emañ e-unan-penn war al leurenn gant un arvest personel ha digomz, ma eztaol gant jestroù, gant maskloù, gant teknikoù ar sirk ha war votoù-ruilh. Ambrouget e vez gant ur sonerezh rock-garage gant Jorge Bernstein and the Silky Birds of Love.

    Skrivañ / C’hoari : Mayeul Loisel
    Sonerezh war-eeun : Jorge Bernstein and the Silky Birds of Love (d.l.e. yer seiz ar garantez)
    Gouleier : Maude Raymond
    Leurenniñ : Sèverine Valomet
    Sell diavaez ha ren ar son : Mathilde Marchand
    Maskl : Odette Picaud
    Leurennaozañ ha maskloù all : Mayeul Loisel

    Evit an holl
    Pad : 1e

     

  • Tarifs
    PH : 1 €
    Bilhedoù e gwerzh war al lec’h hepken.
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag Échanges & Cie.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.