NICODÈME A UN PROBLÈME
  • NICODÈME A UN PROBLÈME

  • BEAJ SONEREZH
  • YAOU 22 A VIZ MAE | 9E30 & 10E45

  • AÑFI

  • CRISTINE MERIENNE 

  • Nicodème zo lakaet diaes gant un dra, ne wel ket pelloc’h eget beg e fri ! Evit tremen dreist ar bec’h e kemer penn an hent, hag eñ d’ober ur veaj diouzh e oad, eus kloued e jardin betek ar stêr. Un avantur leun a fromoù ken ma vo cheñchet Nicodème penn-da-benn pa vo distro d’ar gêr…

    E-pad e droiad e vo harpet gant kanaouennoù joaius kanet asambles gant ar sellerien, gant un delenn, toserezh korf ha stlakerezioù, ha gant ur vouezh evit kanañ ha lavaret… Setu an holl draoù a gaver en one-woman-show nevez gant Cristine Merienne, lec’h ma tiskouez bezañ ampart-kenañ evit sevel kanaouennoù efedus hag evit skrivañ testennoù spis ha soutil hep o far.

    Deuit da bourmen dre ar sonerezh ha war ho pouez, ha da ganañ evel ma ray ar re vras hag ar re vihan a-dra-sur !

    - Telenn, kan, cajón, stlakerezioù, toserezh korf : Cristine Merienne
    - Krouiñ ha ren ar gouleier : Fabrice Chaino

    Adalek 3 bloaz.
    Pad : 35 mn.

     

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIOÙ, GOULENN GANT HOR SEKRETOURIEZH
  • Organisation
    Kenlabour gant al Leurenn Glenmor ha JM France.