AYMERIC LOMPRET
  • AYMERIC LOMPRET
    « YOLO »

  • FENT
  • GWENER 18 A VIZ EBREL 2025 | 8E30

  • AÑFI

  • KLOK EO ! 
  •  

    “Yolo” zo ur gwreskanv saoznek evit lavaret ne vevomp nemet ur wech. Reiñ a ra da intent e vo ret deomp adwelet hon doare da renkañ hor prioriezhioù marteze. Ur seurt carpe diem en ur mod gourc’hemenn dedennusoc’h, kwa.

    Tra ma vez lod o c’hortoz Godot c’hoazh emañ Aymeric Lompret o klask war-lerc’h e gi. Pep hini e brioriezhioù, evel m’emaomp o paouez lavaret. Kement ha degas da soñj emaomp er c’hoariva ma’z eo Yolo titl an arvest nevez gant Aymeric. En em zizober a ra an arzour diouzh kodoù ar stand up evit lakaat ar c’homedian donezonet-kaer zo anezhañ e servij an dudenn c’hoariet gantañ. En degouezh-mañ, un den hep ti nag aoz hag en deus dibabet delc’her da c’hoarzhin, ha pa vefe e-kreiz an droukverzh (You Only Live Once). Ur c’hlasker-bara eus an neñvoù, fentus anez bezañ sinik gwech ebet, ar seurt a zeu da staliañ e gamp dirazomp war un tamm riblenn ma tremeno an nozvezh. Peseurt kemm a zo etre an dudenn-se hag ar c’homedian a ro buhez dezhi ? Kemm-digemm eo evit gwir, n’eo ket gwall splann rak, dav eo lavaret, ne reomp ket foutre-kaer. Ar pezh pouezusañ eo an istor a vez kontet deomp gant an daou zen-se. Komzoù spisoc’h ha resisoc’h a-berzh Lompret, an dasson sokial ha denelour diwar vourd, ar c’hasadennoù diskiant, ober kamambreoù, bezañ dichek e spered… Ar pezh a vern eo bezañ gwirion bepred, arabat c’hoari e baotr na reiñ kentelioù.

    War al leurenn ne glask nemet adkavout ar c’hi. Seul vui ez a an amzer hebiou, seul vui m’emañ an noz o tostaat, seul vallusoc’h an afer… Rak da serr-noz, bezañ e-unan o’n em silañ dindan an deltenn evit kousket enni ne rafe nemet degas da soñj emeur o kousket er-maez e gwirionez. Ha kement tra a oa fentus en endervezh-se c’hoazh n’eo ket fentus ken pa vez an nen en deñvalijenn.

    Skrivet gant :Pierre-Emmanuel Barré hag Aymeric Lompret
    Leurenniñ :Pierre-Emmanuel Barré
    C’hoarier : Aymeric Lompret
    Kenbroduet gant : La Prod, Labarakatarte ha Beslon management

    Evit an dud en tu all da 14 vloaz eo an arvest-mañ
    Pad : 1e25

    Azezet - Lec’hiañ frank

     

  • Tarifs
    PRIZ LEUN : 32,00€
    PRIZ DIGRESKET (klaskerien labour / Tud a zegemer KKO) : 16,00€
  • Organisation
    Arsenal Productions