AMALIA
  • AMALIA

  • UN DAOUAD DIC’HORTOZ
  • YAOU 5 A VIZ C’HWEVRER | 10E30 HA 2E30

  • AÑFI

  • LA CIE. DES XYLOPHAGES 
  •  

    Un daouad dic’hortoz zo eus Ariane Issartel ha Lili Aymonino, abalamour m’o deus o mod-int da adaozañ kanaouennoù barok, hengounel ha modern. Dezho n’eo ket ar sonerezh gouiziek ur muzik-mirdi, unan bev-mat ne lavaromp ket. Savet ez eus bet ur gontadenn-sonerezh nevez gant an div gamaladez. Daoust ma adkaver enni an oberennoù klasel a zo bet awenet gant marvailhoù-pobl e torront gizioù ar muzik-se gant eurvad.

    An div sonerez a ya pelloc’h ganti zoken, hardizh hag abil ma’z int : terriñ a reont ivez gizioù ar c’hontadennoù gant ur penn kalet a harozez. Honnezh a ra he soñj chom hep mont gant ar blanedenn a zo tonket dezhi, da lavaret eo mont da-gaout ur priñs dudius. Goude ma oa bet dilezet Amalia gant he dous hag argaset gant he familh, e teuont a-benn da vezañ mestr war o zonkadur adarre. Cheñch a reont an danevell anezhañ war un dro, betek kavout un dibenn dic’hortoz, pell diouzh ar c’hlichedoù ha leun a souezhadennoù. O avantur fentus ha dic’hortoz a gas ac’hanomp betek leinoù Máramaros, a vez kanet deomp evel un istor ha ne bad ket pelloc’h eget un nozvezh… Deuit d’ober anaoudegezh gant Amalia, ur plac’h yaouank ha ne vo ket kontet kantikoù dezhi biken ken !

     

    Adalek 6 vloaz.
    Pad : 50 min.

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIOÙ
  • Organisation
    Kenlabour gant al Leurenn Glenmor ha JM France.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.