REBECCA ROGER CRUZ
  • REBECCA ROGER CRUZ

  • HUNVREOÙ EUS VENEZUELA
  • GWENER 6 A VIZ MEURZH | 8E30

  • AÑFI

  •  
  • E Caracas eo bet ganet ar ganerez ha taboulinerez Rebecca Roger Cruz. Gant he muzik e tispak ur bed hep par ma kej ar sonerezhioù kozh, hengounel, c’hoariet a-stroll ha war ar prim. Meur a levezon a glever mesk-ha-mesk : binvioù tos (afro) venezuelat, lidoù hengounel eus Barlovento (en hanternoz Venezuela), kanaouennoù-pobl latinamerikan, tonioù barok, lourennek, jazz, rock ha flamenko… Bodet e vezont-holl gant ampartiz an arzourez, a oar stummañ ur sonerezh dezhi hec’h-unan. Diwar meskañ ar sonerezhioù disheñvel-se he deus savet Rebecca Roger Cruz he fladenn gentañ. Goude bezañ tapet brud gant ar strolladoù AA’IN, Parranda La Cruz pe MAAAR e ro da glevet an tonioù nevez-se, asambles gant pevar soner donezonet-bras. Gant he mouezh liesdoare e tremen eus ar c’hanoù laboused d’ar breoù barzhel, a zo warno merkoù ar realouriezh-hud, en ur glask c’hoari gant mammennoù ha teksturioù ar son. Liammet start eo ar sonerez venezuelat ouzh an natur : kerdin ha bambouz a implij pa vez o seniñ live war al leurenn, e barr an trañs gant he zaboulinoù, aet da vestrez ul lid ma sourr nerzhioù an natur. Kridiennoù a zegaso deoc’h a-dra-sur !

    Kan, binvioù-tos : Rebecca Roger Cruz
    Violoñs, diskan : Sylvain Rabourdin
    Violoñsel, diskan : Léonore Grollemund
    Gourvioloñs : Léna Aubert
    Binvioù-tos, diskan, kan difonek : Juri Caneiro

     

    Evit an holl.
    Pad : 1e30.

     

  • Tarifs
    PB : 8 € / PK : 13 € / PD : 15 € / PL : 18 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor ha Le Plancher.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.