-
MONT A RAIO KUIT - UN JOUR IL PARTIRA
-
C’HOARIVA E BREZHONEG
-
MERC’HER 26 A VIZ C’HWEVRER | 4E00
-
AÑFI
-
STROLLAD AR VRO BAGAN
Skrivet gant Goulc’han Kervella
Sonerezh : Tangi Le Gall-Carré -
Er gêr, e-barzh an ti, war-dro unnek eur vintin, emañ an Tad hag ar Vamm oc’h aozañ o zraoù evit mont d’an aod. Reverdi vras a zo. Evit klask gweltrez ha kregin, e-penn kentañ an hañv. Laouen int. Ar pellgomz o seniñ. O Mab triwec’h vloaz eo, echu e studioù keginerezh e Kemper, bet e vachelouriezh, emañ o labourat en ur pred-ti e Kastellin. Komzoù iskis a zo gantañ : tud a vefe o klask lazhañ anezhañ. Mantret eo ar Vamm hag an Tad. Kerkent ez eont da Gastellin. Pennfollet eo ar Mab, ur gontell vras a zo gantañ, kuzhet dindan e chupenn. Evit en em zifenn. Trumm eo c’hoarvezet e varrad follentez. Mestr ar pred-ti n’en doa merzhet netra ken ha neuze, panevefe e oa bresk ar paotr yaouank. Kalet eo ar vicher-se, emezañ. Degaset eo ar Mab d’ar gêr gant e dud. Galvet ar Medisin.O klevet e gomzoù hag e zoareoù iskis e laka ar medisin da vezañ degemeret en ospital Boharz, ur c’hlañvdi evit ar c’hleñvedoù-spered.
« Gant ar c’hleñved skizofreni emañ ho mab ! »Un tarzh-kurun spontus en o buhez. Dalc’het eo ar Mab er c’hlañvdi. Evit gwareziñ anezhañ, komz pell hag hir gantañ, ha lakaat louzeier da sioulaat ha da c’hellout bevañ adarre e-touez an dud. Cheñchet eo buhez e dud ivez, penn-da-benn. Gwellañ ma c’hellont e reont war-dro o Mab. Darempredoù diaes. Kablus ec’h en em gav an tad. Sikan gant ar Vamm. Klask a ra ar Mab bevañ gant e gamaladed evel kentoc’h. N’eo ket aes. Trenket e spered, fallaet an darempredoù. E gorf a zo deuet da vezañ disheñvel ivez, lartaet eo diwar al louzeier, diaes dezhañ komz. N’en deus ket plijadur er vuhez ken. Lakaet eo da zeskiñ ur vicher all e Muzilheg : liorzhour. N’en em blij ket. Dont a ra en-dro d’ar gêr. Bevañ-bevaik. Klask a ra en em zistrujañ, en ur lammat e kanol an Aber-Ac’h, diwar ar pont nevez. Dioutañ e-unan ez a da Voc’harz pa ne ya ket mat gant e spered. Seizh vloaz e pad ar vuhez-se. Un dervezh diouzh an abardaez e kav ar Vamm anezhañ stag ouzh ar groug e trepas an ti. Harpet gant o div verc’h, e klask an Tad hag ar Vamm talañ ouzh an dic’hoanag (dizesper). Diskregiñ a ra an Tad diouzh e vicher, evit ober ul labour all. Kemer a reont perzh e bodadegoù kerent kollet bugale ganto diwar-goust ar c’hleñved-se. Stourm a reont evit sikour an dud c’hlac’haret. Stourm a reont a-enep an «emlazh». A-nebeudoù e tigresk ar glac’har, hep steuziañ da vat. Deskiñ a reont bevañ gant ar Mab marv. Livañ a ra an Tad e di gant livioù melen ha glas, liv an heol, an oabl hag ar mor.
Mise en scène : Goulc’han KervellaGant : Maxime L’Hostis, Goulc’han Kervella, Nicole Le Vourc’h, Mari Peaudecerf, Anna Morvan, Nathan Quenault
Kinkladur : Didier Porchel, Nathan Quenault, Brit Alu
Son ha Gouloù : Egareg Kervella
Sonerezh : Tangi Le Gall-Carré
Dilhad : Nolwenn Castel
Adalek 14 vloaz -
TarifsPriz leun 5 € / Digresket : 2 €
Bilhedoù e gwerzh war al lec’h hepken. -
OrganisationKensevenet gant lise Diwan
-
Liens
-