MONT A RAIO KUIT - UN JOUR IL PARTIRA
  • MONT A RAIO KUIT - UN JOUR IL PARTIRA

  • C’HOARIVA E BREZHONEG
  • MERC’HER 26 A VIZ C’HWEVRER | 4E00

  • AÑFI

  • STROLLAD AR VRO BAGAN
    Skrivet gant Goulc’han Kervella
    Sonerezh : Tangi Le Gall-Carré

  •  

    Er gêr, e-barzh an ti, war-dro unnek eur vintin, emañ an Tad hag ar Vamm oc’h aozañ o zraoù evit mont d’an aod. Reverdi vras a zo. Evit klask gweltrez ha kregin, e-penn kentañ an hañv. Laouen int. Ar pellgomz o seniñ. O Mab triwec’h vloaz eo, echu e studioù keginerezh e Kemper, bet e vachelouriezh, emañ o labourat en ur pred-ti e Kastellin. Komzoù iskis a zo gantañ : tud a vefe o klask lazhañ anezhañ. Mantret eo ar Vamm hag an Tad. Kerkent ez eont da Gastellin. Pennfollet eo ar Mab, ur gontell vras a zo gantañ, kuzhet dindan e chupenn. Evit en em zifenn. Trumm eo c’hoarvezet e varrad follentez. Mestr ar pred-ti n’en doa merzhet netra ken ha neuze, panevefe e oa bresk ar paotr yaouank. Kalet eo ar vicher-se, emezañ. Degaset eo ar Mab d’ar gêr gant e dud. Galvet ar Medisin.O klevet e gomzoù hag e zoareoù iskis e laka ar medisin da vezañ degemeret en ospital Boharz, ur c’hlañvdi evit ar c’hleñvedoù-spered.
    « Gant ar c’hleñved skizofreni emañ ho mab ! »

    Un tarzh-kurun spontus en o buhez. Dalc’het eo ar Mab er c’hlañvdi. Evit gwareziñ anezhañ, komz pell hag hir gantañ, ha lakaat louzeier da sioulaat ha da c’hellout bevañ adarre e-touez an dud. Cheñchet eo buhez e dud ivez, penn-da-benn. Gwellañ ma c’hellont e reont war-dro o Mab. Darempredoù diaes. Kablus ec’h en em gav an tad. Sikan gant ar Vamm. Klask a ra ar Mab bevañ gant e gamaladed evel kentoc’h. N’eo ket aes. Trenket e spered, fallaet an darempredoù. E gorf a zo deuet da vezañ disheñvel ivez, lartaet eo diwar al louzeier, diaes dezhañ komz. N’en deus ket plijadur er vuhez ken. Lakaet eo da zeskiñ ur vicher all e Muzilheg : liorzhour. N’en em blij ket. Dont a ra en-dro d’ar gêr. Bevañ-bevaik. Klask a ra en em zistrujañ, en ur lammat e kanol an Aber-Ac’h, diwar ar pont nevez. Dioutañ e-unan ez a da Voc’harz pa ne ya ket mat gant e spered. Seizh vloaz e pad ar vuhez-se. Un dervezh diouzh an abardaez e kav ar Vamm anezhañ stag ouzh ar groug e trepas an ti. Harpet gant o div verc’h, e klask an Tad hag ar Vamm talañ ouzh an dic’hoanag (dizesper). Diskregiñ a ra an Tad diouzh e vicher, evit ober ul labour all. Kemer a reont perzh e bodadegoù kerent kollet bugale ganto diwar-goust ar c’hleñved-se. Stourm a reont evit sikour an dud c’hlac’haret. Stourm a reont a-enep an «emlazh». A-nebeudoù e tigresk ar glac’har, hep steuziañ da vat. Deskiñ a reont bevañ gant ar Mab marv. Livañ a ra an Tad e di gant livioù melen ha glas, liv an heol, an oabl hag ar mor.


    Mise en scène : Goulc’han Kervella

    Gant : Maxime L’Hostis, Goulc’han Kervella, Nicole Le Vourc’h, Mari Peaudecerf, Anna Morvan, Nathan Quenault

    Kinkladur : Didier Porchel, Nathan Quenault, Brit Alu

    Son ha Gouloù : Egareg Kervella

    Sonerezh : Tangi Le Gall-Carré

    Dilhad : Nolwenn Castel


    Adalek 14 vloaz

     

  • Tarifs
    Priz leun 5 € / Digresket : 2 €
    Bilhedoù e gwerzh war al lec’h hepken.
  • Organisation
    Kensevenet gant lise Diwan
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.