FESTIVA’R GOAÑV
  • FESTIVA’R GOAÑV

  • SADORN 7 & SUL 8 VIZ KERZU | 10E-7E

  • SAL J. MARTRAY

  •  
  •  Festiva’r Goañv eo an darvoud nevez aozet e Karaez evit lidañ dibenn ar bloaz ha tremen ur mare festus ha plijus asambles. Ar gevrdigezh Kuzul Skol Diwan Karaez a bed ac’hanoc’h da gemer perzh e daou zevezh ma vo kinniget abadennoù evit ar re vihan hag evit ar re vras, gant ur marc’had Nedeleg ma vo enoret artizanerezh ar vro hag ar produioù biologel, arvestoù, c’hoarioù, abadennoù, un tombola, filmoù e kenlabour gant ar gevredigezh Contrechamps, kendivizoù ha prezegennoù.


    Ur programm puilh a vo e-kerzh an daou zevezh-se  diwar-benn an tem « Hep tamm lastez ebet » pe penaos digreskiñ hon efed war an endro, gant kuzuilhoù kevredigezhioù ha tud a vicher. Ar pep kaerañ eus ar jeu, Tad-kozh an Nedeleg a vo war al lec’h d’ar Sul goude merenn evit un abadenn ma c’hallo ar familhoù poziñ gantañ.

    Gallout a reot debriñ war al lec’h e-kerzh an daou zevezh-se, hag evañ ur bannac’h gwin tomm a zegaso deoc’h un tamm frealz er goañv.

  • Tarifs
    1 €
    Digoust evit ar re dindan 18 vloaz
  • Organisation
    Kuzul Skoazell Diwan Karaez
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.