DING DONG
  • DING DONG

  • DAOUAD FURLUKINED
  • SADORN 14 A VIZ KERZU | 4E00

  • AÑFI

  • KZH LA TURBULENTE
  •  

    Degemer mat, Itronezed, Aotrounez, er ur bed dioutañ e-unan, ur bed fentus ha tener, ur bed ma’z eo Ding ha Dong amezeged, met seblantout a ra n’int ket en em rentet kont eus se c’hoazh. Emañ an div furlinkinez-se o vevañ an eil tost d’eben hep en em welet hag en em glevet. Disheñvel-mik int, ken ne c’hallont ket en em gompren. Etre ur Saozez loarel hag ur C’hallez c’hoapus, hon eus poan da soñjal penaos e vint o kejañ an eil gant eben. Met gant ur c’hoari rouestlidigezhioù fentus e vint lakaet da derriñ an harzoù a ra an disparti etrezo ha kejañ a reont, evit gwir, an eil gant eben. D’ar mare-se eo neuze e krog ur gwir avantur… Klask a reont en em gompren, boazañ an eil ouzh eben, lakaat o sevenadur e boutin, hag int gant o lein en un endro dirollet. Met dre forzh kemer gwenn evit du emaint o’n em danañ ha padadao, disklêriet eo ar brezel ! Ur brezel dirollus ha kriz, m’emañ an div furlukinez o tihenchañ ar vuhez hag ar marv evit en em adkavout gwelloc’h.

    C’hoari : Charlotte Bessard ha Morwenna Prijant.

    Evit an holl
    Pad : 45 min

  • Tarifs
    PH : 9 €