ALTER REAL
  • ALTER REAL
    + RAGABADENN

  • POP
  • SADORN 3 A VIZ MAE | 9E00

  • KLUB

  • SONADEG WAR-SAV
  •  

    Alter Real (Xavier Laporte) zo ur sonaozer hag ur produer hag a zo kustum da beurlipat e oberennoù. Splujañ a ra ac’hanomp en ur bed melkonius ha splann, en ur bed m’eo kaeraet ar pop gant an elektronika, dindan levezon Caribou, Elliott Smith pe c’hoazh Mount Kimbie. Ar meskaj hardizh-se a glever en e bladenn gentañ You and I and Me and You, a oa deuet er-maez nevez zo war al label Nowadays records (Fakear ha La Fine Équipe, e-mesk arzourien all). War al leurenn ha gant e sonerien e plij dezhañ diheñchañ ac’hanomp dre reiñ liv an r’n’b, ar rap hag ar jazz d’e vuzik, gant e vouezh da vestr nemetañ dalc’hmat. Gant ar sonadeg-mañ e heñcho ur valeadenn gaer ma vo mesket an daveennoù d’an amzer dremenet ha d’an amzer-da-zont, ar gitar en e zorn, evit brasañ plijadur an daoulagad hag an divskouarn.

    Pa son Alter Real war-eeun war al leurenn e vez gantañ Eléonore Dubois (Odge) ouzh ar c’hlavieroù ha gant an diskan, Julien Lemonnier (Mermonte) gant ar gitar-boud ha Florian Pardigon (Bye bye Panke) ouzh an toumperezh.

     

    Evit an holl.

     

  • Tarifs
    PH : 8 €
    SONADEG WAR-SAV
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag an SDAY.