
-
BREIZHAROCK
-
UR MESKAJ SOUEZHUS ETRE AR ROCK HAG AR SONEREZH KELTIEK
-
GWENER 20 A VIZ MEURZH | 8E30
-
AÑFI
-
-
Breizharock zo ur sonerezh hag a hillig an treid, a ro c’hoant da fichañ an divhar, da stlepel an daouarn en nec’h… ha, da gentañ-penn, ur sonerezh hag a laka ar c’halonoù da dridal.
Mesk-ha-mesk emañ kan ar biniawoù gant korus diaoulek ar gitaroù tredan, gant notennoù hir ha diroll ar c’hlavieroù hag o grouvoù liesseurt. Ne vije ket klok an alkimiezh-se panevet ur pont evit unaniñ an holl vedoù sonerezh-se hag o luskoù damheñvel : ar gitar-boud hag an taboulinoù a ya d’ober al liamm ret etrezo.
Goude un nebeud bloavezhioù paouez, setu distro Breizharock war al leurenn gant e deirvet pladenn ha gant ar c’hoant da vont war dachennoù nevez. En ur feson disheñvel e vo sonet e ganaouennoù gant ar strollad, gant ur formulenn nevez a-fet binvioù, ma vez mesket sevenadurioù ha selloù liesseurt.
Binioù-bras, ren : Cédric Le Bozec
Gitar : Stéphane Kerihuel
Gitar-boud : Steve Kilpatrick
Taboulinoù : Marc Hazon
Klavieroù : Jean Marc Illien
Biniawoù-bras : Melen Le Dantec, Maël Guillou, Kevin DervouëtEvit an holl
Pad : 1e30 -
TarifsPB : 8 € / PD : 15 € / PL : 18 €
ABADENN PROFET GANT HO KOUMANANT -