
-
SOLEIL PLANÈTE
-
SONADEG KANAOUENNOÙ POP
-
MERC’HER 8 A VIZ EBREL | 9E45 & 11E15
-
KLUB
-
MOSAI ET VINCENT
-
Mosai & Vincent, goude bezañ savet div abadenn evit ar vugaligoù (Je me réveille ha Le Disco des oiseaux), o deus ijinet ur frapad plijadur all, un arvest dudius-kaer ha leun a levenez. Ken entanus bepred eo an tonioù o deus savet evit ar sonadeg nevez-mañ : an daou arzour a c’hoari war un dro gant gitaroù klev ha tredan ha gant standilhonoù ha beats elektro, en ur ganañ gant o div vouezh heson. Evel ur fest vras e tle bezañ bevet : a-ispilh emañ an amzer, ha boemus un tamm.
Ur c’han d’al levenez eo Soleil Planète. Ar c’hanaouennoù a bed ac’hanomp da vont gant hentoù ma c’hallomp bezañ diroll ha disheñvel, ma c’hallomp kanañ ha dañsal, c’hoarzhin asambles, peotramant, ma kavomp gwelloc’h, sellet ha selaou hepmuiken. Ne vern petra a choazomp ober e-pad an arvest : dav eo da bep hini ac’hanomp bezañ evel m’emañ hag ober ar pezh hag a ra vad dezhañ.
Donemat war ur blanedenn livet-flamm lec’h ma vez roet ton d’ar c’han ha d’an dañs, ma vez degaset levenez d’an dud, hep gouzout dezho, ha ma vezont broudet da vourrañ !
Pozioù ha sonerezh : Cédric Guyomard (kan, gitar, ukulele) ha Vincent Perrigault (stokelleg, pad-où elektronek, kan)
Leurennañ : Denis Athimon
Kinkladur savet gant : Luc Mainaud
Leurennaozañ ha dilhad : Cécile PelletierAdalek 6 miz
Pad : 30 min -
TarifsDIGOUST, MIRET PLASOÙ EN NIV. 02 98 99 44 44
-
OrganisationKensevenet gant al Leurenn Glenmor, Poc’hêr Kumuniezh, Erlec’h Bugaligoù ar Poc’hêr, asambles gant Très Tôt Théâtre, da-geñver Sizhunvezhioù ar Vugaligoù.
-
-