AN DIHUNEREZ
  • AN DIHUNEREZ

  • SONEREZH DA ZAÑSAL WAR TESTENNOÙ DIHUNUS
  • YAOU 21 A VIZ MAE | 9E30 & 10E45

  • AÑFI

  • CAMILLE LACHENAL HA SIMON MC DONNELL 
  •  

    Anaout a rit an aotrou Kerabornig, an dudenn vojennel-se karget da lakaat ar vugale da gousket bemnoz… daoust ha klevet ho peus kaozeal eus he c’henitervez avat ?  Bep minin e teu didrouz da zigeriñ hon daoulagad ha d’ober deomp divorenniñ. An dihunerez eo he lesanv. Dont a ra war-eeun eus ijin an daou arzour a c’hoari en arvest-se, Camille Lachenal ha Simon McDonnell, evel an aridennad liesseurt ha lañsus a ganaouennoù da zañsal a vez kanet ganto gant entan.

    Rak a-raok pep tra eo An Dihunerez un daouad hag a vez o kanañ kanaouennoù folk nevez ha frank, skrivet gant pevar dorn ha kanet gant div vouezh. Eilet e vezont gant ar gitar, ar fleüt iwerzhonat, an harmonika, ar binvioù tos, ar glarinetenn, ha gant ur shruti box indiat zoken. Astenn a reont o folklor faltazius en tu-hont da harzoù Breizh, Iwerzhon hag Europa.

    Pa vezer dindan gouloù al letern e vez poent bras dihuniñ ha bezañ paket gant an endro hoalus-se a zo leun a luskoù valsenn ha mazurka… betek, perak ket, en em lezel da vont e-barzh an dañs.

    Mouezh, klarinetenn, shruti box, binvioù tos dorn : Camille Lachenal
    Gitar, mouezh, harmonika, binvioù tos troad : Simon McDonnell

     

    Adalek 3 bloaz.
    Pad : 50 min.

     

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIOÙ
  • Organisation
    Kenlabour gant al Leurenn Glenmor ha JM France.