36vet FESTIVAL AL LEVRIOÙ E BREIZH
  • 36vet FESTIVAL AL LEVRIOÙ E BREIZH

  • SADORN 25 HA SUL 26 A VIZ HERE
    10E00-7E00

  • LEURENN GLENMOR

  •  
  • Gouel al levrioù e Breizh zo deuet da vezañ, a-hed ar bloavezhioù, un emgav ha ne c’haller ket c’hwitañ evit ar re a blij al levrioù dezho. Rak gallout a reer degemer ennañ, e-pad un dibenn-sizhun, ar braz eus an tiez-embann er vro (ur c’hant bennak anezho), pe ez embannfent levrioù gallek pe levrioù brezhonek. Tost da 300 skrivagner, eus ar re anavezet ar muiañ betek ar re dianav, a vo ivez er standoù a bep seurt. Bep bloaz e vez embannerien oc’h ober e doare ma teuy o oberennoù pennañ er-maez da-geñver ar gouel a laka Karaez da vezañ al lec’h ma tegouezh mare al levrioù e Breizh.

    Goude bezañ digoret e zorioù hag e brenestroù er bloavezhioù diwezhañ war Skos, Katalonia, Korsika… e vo Kabilia an tem er bloaz-mañ, gant Ferhat Mehenni da brezidant (politikour, skrivagner hag aozer-sonaozer-kaner e kabileg).

    Evel bep bloaz e vo kaozeadennoù, taolioù-krenn, diskouezadegoù, filmoù… emgavioù gant ar skrivagnerien, mareoù diankounac’haus ma vez desket kalz a draoù diwar-benn al levrioù hag al lenn. Ul lec’h c’hoarioù a vo kinniget evit ar vugale. Debriñ war al lec’h a c’haller ober. E berr gomzoù, daou zevezh dibaouez e bed al levrioù embannet e Breizh. Digarez d’ober anaoudegezh gant traoù a-leizh ha da lakaat kalz a dud da vezañ souezhet dirak al levrioù liesseurt ha puilh a vez embannet en hor bro.

     

  • Tarifs
    DIGOUST
  • Organisation
    Aozet gant : Kreizenn sevenadurel vreizhat Egin.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.